Rawson

Eus Wikipedia
Ar stêr Chubut e Rawson
Sevel deñved e Rawson
Ar pont kozh dreist ar stêr Camwy e Rawson
Rawson gwelet eus an oabl, nepell diouzh aod ar Meurvor Atlantel

Rawson (pe Trerawson e kembraeg) eo kêrbenn proviñs Chubut en Arc'hantina, ha pennlec'h departamant Rawson . 1128 km emañ eus kêr Buenos Aires, ha 7 km eus ar mor, e Playa Union.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2001 e oa 26.183 annezer.
Hervez ar gouarnour Mario Das Neves e 2008, e oa bet 36% a gresk e poblañs Rawson etre 2001 ha 2008[1].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet e voe kêr d'ar 15 a viz Gwengolo 1865 gant trevadennerien eus Kembre. Anvet e voe Trerawson, diwar anv Guillermo Rawson, ministr a roas skoazell d'an enbroidi.

Hin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sec'h eo ar vro, etre 0° ha 15° er goañv, 10° ha 20° en nevezamzer hag en diskar-amzer, betek 38° en hañv.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]