Emañ war lez dehoù ar stêr Paraguay, war-dro 1200 km diouzh kêr Buenos Aires. Kreizenn ar broviñs eo, a-fet politikerezh, melestradurezh, hag ekonomiezh. Ar gêr vrasañ enni eo ivez.
E Formosa ez eus div skol-veur, unan gatolik hag unan stad, skolioù uhel, mirdioù, kreizennoù sevenadurel, tachennoù sport. Ur porzh bras eo ivez war ar stêr Paraguay.