Mont d’an endalc’had

Gaiman

Eus Wikipedia
Gaiman
kêr
Deiziad krouiñ1874 Kemmañ
StadArc'hantina Kemmañ
Kêr-benn eusGaiman Department Kemmañ
E tiriadGaiman Department Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC−03:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°17′0″S 65°29′0″W Kemmañ
Kod-postU9105 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.gaiman.gov.ar/, https://www.gaiman.gov.ar/ Kemmañ
Kod pellgomz an takad0280 Kemmañ
Map

Gaiman zo ur gêr e Chubut e Patagonia Arc'hantina, hag er vro anvet Y Wladfa e kembraeg. Eno eo emañ ar c'hembraeg en e splannañ.
Ur 6,000 a oa enni o chom e 2001. Tostik eo d'an Afon Camwy (pe stêr Chubut), war-dro 17 km er c'huzh-heol da gêr Trelew.

Eus ar yezh henvroat tehuelche e teu an anv, ha beg roc'hellek eo ar ster.

E 1874 eo e voe savet kêr gant tud eus Kembre. E 1906 e voe savet kentañ skol eil derez Patagonia, en Gaiman. Kelennet e veze en teir yezh, spagnoleg, kembraeg ha saozneg. E 1908 e tegouezhas ar Central of Chubut Railway d'he liammañ ouzh kêr Trelew. Kembraeg a vez komzet gant un toullad kantadoù a dud. Un Eisteddfod del Chubut a vez e miz Here bep bloaz.

Dont a ra touristed da welout tud iskis ar vro ma komzer kembraeg ha dreist-holl an tier-te, an Tai Tê Cymreig a zo niverus a-walc'h.
Ur Museo Histórico Regional zo, gant panelloù divyezhek, kembraek ha spagnolek ma weler istor ar Wladfa.
Chapelioù protestant zo, ha Capel Bethel eo ar vrasañ. 10 km alese emañ Bryn Gwyn (Bre Gwenn), un duchenn ma c'haller gwelout fosiloù.