Sonderkommando
Sonderkommandos ("Unvez Kommando ispisial") a oa unvezioù labour bet krouet gant an Trede Reich, enno prizonidi kampoù ar marv
Savet gant prizonidi, darn anezho o vezañ yuzevien, rediet, gwasket gant ar riskl da vezañ lazhet, ar re-se a sikoure da dennañ ar c'horfoù diouzh ar c'hambroù gaz e-kerzh al Loskaberzh.
Izili ar Sonderkommandos e kampoù ar marv, a oa prizonidi an holl anezho, ne oant ket liammet ouzh an SS-Sonderkommandos, a oa reoù ad hoc : unvezioù gant izili eus meur a vurev eus an SS etre 1938 ha 194
Un dro-zic'harvaat eo an anv alamanek, ar pezh a oa boas gant yezh an Trede Reich pa veze kaoz eus al Loskaberzh pe ar feulsterioù lies sevenet ganto, da skouer : ober gant Einsatzkommando, "unvez emell", evit envel un unvez krouet evit drouklazhañ enebourien ar renad nazi.
-
Kamp Auschwitz, miz Eost 1944 : ar Sonderkommando o teviñ korfoù tud bet muntret.