Sofonias
Neuz

Sefania[1], pe Sofoni[2] pe Sofonias (Sophonias pe Zephania e latin, צְפַנְיָה en hebraeg) , a oa unan eus 12 profed bihan ar Bibl. Gellout a ra e anv talvezout "Kuzhet en deus Doue" , "An hini bet kuzhet gant Doue" pe "Emañ Doue o c'hortoz" . Skrivet en deus Levr Sefania, unan eus levrioù an Tanakh pe Testamant Kozh. E dibenn ar VIvet kantved kt JK e veve ar profed Sefania, dindan ren Josias.
Evit enebiñ ouzh gwall-levezon an Asirianed war rouantelezh Yehouda, e tiouganas « Devezh bras barn an Aotrou » ( Se 1:,14-18)., un drouziwezh hollvedel a verkje dibenn ur marevezh a bec'hed hag adsavidigezh Pobl Doue diwar ur « Restad » bihan, chomet feal dezhañ (Se 3 ).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Troidigezhioù yuzev
- Troidigezhioù kristen
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, p 243
- ↑ Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p 813