Sofia Albertina Sveden

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Sofia Albertina Sveden
124-Sofia Albertina-Svenska Teatern 1.jpg
Gustaf Lundberg (1764)
Sophie Albertine Sweden.jpg
Lorens Pasch ar Yaouankañ (1768)
Arvfurstens palats e 2011

Sofia Maria Lovisa Fredrika Albertina (Riddarholmen, 8 Here 1753Stockholm, 17 Meurzh 1829), lesanvet Sofia Albertina Sveden, a oa ur briñsez svedat, priñsez-abadez abati Quedlinburg, unan eus Stadoù bihan niverus an Impalaeriezh Santel Roman German.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h da Adolf Fredrik, roue Sveden, ha d'e bried Lovisa Ulrika, rouanez Sveden e oa, ha c'hoar d'ar roue Gustav III. Priñsez Sveden e oa eta, ha priñsez Holstein-Gottorp. Anvet e oa diwar he div vamm-gozh, Sophie Dorothea von Hannover, rouanez Prusia, hag Albertine Friederike von Baden-Durlach.
Ezel e oa eus an Accademia di San Luca e Roma.
Dizimez ha divugel e chomas.

E lez Sveden

Sofia Albertina hag he breur yaouankañ, Fredrik Adolf Sveden, a oa bugale karetañ o mamm ha tost an eil d'egile. E lez he mamm ha dindan he beli e vevas betek marv Lovisa Ulrika e 1782.

E 1778 e savas he mamm, ar rouanez trederannerez, a-du gant ar brud m'en devije lakaet ar roue Gustav III ar c'hont Adolf Fredrik Munck da vezañ tad hêr ar gurunenn, ha mont a reas Sofia Albertina ha Fredrik a-du gant o mamm. [1]
E 1780 en em gavas karroñs ar rouanez trederannerez hag he merc'h Sofia Albertina gant re ar Roue hag ar Rouanez ; Sophia Albertina a viras ouzh ar gejadenn diaes etrezo, o saludiñ ar roue hag ar rouanez gant he dorn da guzhat he mamm outo. [1]
E 1781 e savas bec'h etrezi hag he breur roue, a voe hogos dezhañ he harluañ eus al lez pa nac'has ar rouanez-vamm leuskel he merc'h da ober he leoù a zoujañs d'ar rouanez. Plaenaet e voe an afer gant he c'hoar-gaer Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp.

Pa varvas Lovisa Ulrika ez eas Sofia gant he breur Fredrik da zeviñ paperioù o mamm a-raok ma c'helljent bezañ gwelet gant ar roue.

E Stockholm e 1794 e voe savet ar palez anvet Arvfurstens Palats eviti, diwar urzh e breur Gustav III ; en tisavour meur Erik Palmstedt (1741–||1803]]) e voe fizietal labour.

Sofia Albertina ne oa ket brudet da vezañ na speredek na koant, met plac'h a galon e oa, ha troet da ebatal ha da gemer perzh er festoù a veze e lez he breur, hervez a skrivas he c'hoar-gaer Hedvig Elizabeth Charlotte en he deizlevr.

Sofia ne gare ket gwelout ober droug d'ar maouezed, ha meur a wech ec'h emellas pa gavas dezhi e oa bet graet vil d'ur vaouez el lez, evel pa zeue he breur da grozal d'an dimezelled a enor a veze o c'hoari pezh e c'hoariva al lez, pe c'hoazh pa oa bet roet ur gador fall d'he c'hoar-gaer er c'hoariva, ken he devoa tamallet he c'hoar-gaer da chom hep difenn he gwirioù. [1] Klask a reas sikour Magdalena Rudenschöld da goulz irienn Armfelt e 1809, ha dont a reas a-benn da virout ouzh he c'hondaonidigezh d'ar marv. [1]

Karantezioù

Kaoz a oa bet d'he dimeziñ. E 1772 e oa nec'het Gustav III o vezañ divugel, dre ma ne gouske ket gant e wreg ; soñjal a reas dezhañ e c'hallje leuskel e vreur Carl pe e c'hoar Sofia da ober un hêr d'ar gurunenn. E-touez an dud a oa bet soñjet enne da zimeziñ da Sofia Albertina e oa he c'henderv ar priñs Karl Peter Ulrich von Schleswig-Holstein-Gottorp, priñs-eskob Lübeck (a renas war Rusia dindan an anv Piotr III), met dilezet e voe ar mennad e 1780. Soñjet e voe ivez er roue Stanisław August Poniatowski (Stanisław II Polonia) met n'eas ket gwall bell an afer.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (sv) Alma Söderhjelm (1945) : Gustav III:s syskon, Stockholm : Albert Bonniers Förlag,