So Long, Frank Lloyd Wright
So Long, Frank Lloyd Wright (Kenavo, Frank LLoyd Wright) a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer stadunanat Paul Simon (1941-).
Krouet e voe en hañv 1969, d'ar mare m'edo Art Garfunkel ha Paul Simon o labourat war Bridge over Troubled Water — pempvet albom studio an daouad Simon & Garfunkel — en un ti hag a oa bet feurmet gante e Hollywood Hills[1]. Eno e verzas Garfunkel un ti savet diouzh doare an tisavour stadunanat brudet Frank Lloyd Wright a oa sot ar c'haner gantañ abaoe e studi war an tisaverezh e Columbia University (Manhattan) e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960. Ma c'houlennas gant Simon e vije savet ur sonenn diwar e benn.
C'hoariet e vez So Long, Frank Lloyd Wright e doare Bossa Nova ha kempennet e voe ar binvioù-seniñ dre skrabañ kerdin gant Jimmie Haskell (1936-2016).
Soñjal a c'heller ivez e oa ur seurt kimiad diouzh Garfunkel hag a oa bet prientet gant Simon dre ma voe Bridge over Troubled Water albom diwezhañ Simon & Garfunkel a-barzh fin ar gont. Evel e-barzh an darn vrasañ eus kanaouennoù an albom-se ne voe ket kemmesket mouezh an daou arzour e So Long, Frank Lloyd Wright ivez. Kanañ a ra Art Garfunkel e-unan-penn koulz lâret[2] ha ken randonus e teu da vezañ ar gerioù "So Long" e dibenn ar ganaouenn ma c'heller klevout "So Long Already, Artie!" distaget gant Roy Halee (1934-), produour an daouad.
Enrollet e New York e dibenn 1969 e voe embannet gant Columbia Records d'ar 26 a viz Genver 1970, a-gevret gant an dek kanaouenn all eus an albom Bridge over Troubled Water.
Selaou So Long, Frank Lloyd Wright...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lenn ar gerioù...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ur c'harter eus kêr-Los Angeles (Stadoù-Unanet Amerika).
- ↑ Ne gan Paul Simon nemet "Architects may come and architects may go and never change your point of view".