Frank Lloyd Wright
Frank Lloyd Wright (8 a viz Even 1867, Richland Center, Wisconsin - 9 a viz Ebrel 1959, Phoenix, Arizona) zo ur savour stadunanat.
Stummadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ studiet ha labouret en ajañs ur savour war un dro, en em stalias e Chicago e 1887. Eno e labouras evit ajañs savouriezh L. Silsbee ha da c’houde evit hini Adler ha Sullivan (1856-1924). Ar re-mañ a oa ezel eus skol Chicago, hag eno e labouras Wright war steuñvoù tiez hiniennel e-pad c’hwec’h vloaz. Eno ivez e tapas lod brasañ e skiant-prenet hag ul lodenn eus e awen. Mignon e voe da Sullivan, hag a gelennas kalz dezhañ. Trumm e paouezas o mignoniezh koulskoude, dre ma profite Wright eus e amzer vak evit krouiñ tiez war e gont. Difredet e voe neuze.
Er memes mare e timezas gant Catherine Tobin. E 1889 ec’h amprestas 5000 dollar digant Sullivan a-benn lakaat sevel un ti en Oak Park. Ennañ ez eus ur puñs kreiz hag a zegas gouloù ha buhez e diabarzh an ti.
Unan eus diazezourien ar savouriezh a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1893 e tizoloas ar savouriezh japanat dageñver un diskouezadeg. Plijet-bras e voe gant ar savouriezh-se, hag e kasas neuze lod brasañ e amzer o labourat war raktresoù savouriezh. Ur wech difredet gant Sullivan e krouas Wright e ajañs en Oak Park. Dindan un nebeud sizhunvezhioù e voe goulennet gantañ sevel un ti : ti Winslow e voe.
E 1894 e nac’has ar c’hinnig a voe graet dezhañ gant ar savour Burnham (1846-1912) : mont da studiañ ar savouriezh klasel e skol arzoù-kaer Pariz e-pad pevar bloaz da gentañ, hag e-pad daou vloaz e Roma da c’houde. En e vuhezskrid e skrivas Wright : “Gwelloc’h eo din bezañ dieub ha c’hwitout war ma zaol, ha bezañ droch, e-lec’h bezañ stag ouzh ur berzh boutin. N’eus tamm frankiz ebet ennañ... Sed aze tout.” (Buhezskrid, 1943)[1]
Soñjoù war ar savouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Wright ez eo pezhioù ur savadur evel organoù emren ur c’horf kempoell. Hervezañ ivez e rank ur savadur skeudenniñ kresk ur boud bev. Kement-se a zispleg ar c’has en doa Wright ouzh ar c’hêrioù bras evel Chicago hag ar fed ma ne save ket kalz a savadurioù e kêrioù bras.
Prairie houses
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1897 e tispakas e zoare da vat, gant ar Prairie houses ("Tiez ar pradennoù"). Tiez en un tamm int, pe e meur a damm stag an eil ouzh egile, hag enframmet er gweledva dre ma’z int savet a-blaen.
Wright a gemeras ivez redioù an hin e kont. Evit en ober ez ijinas leinoù uhelderioù disheñvel dezho, gant ar pal sklêrijennañ hag aveliñ ar salioù. A-fed nevezenti ec’h implijas ivez danvezioù hengounel (maen evit an talbennoù hag al leurioù) ha re nevesoc’h : betoñs ha dir a-benn derc’hel ar c’hlouedennoù, toennoù barr ha prenistri meur bras-tre.
D’ar mare-se e oa pell-tre savouriezh Wright diouzh savouriezh klasel Europa, hag eñ a glaske e zoare, levezonet gant Sullivan.
Frank Lloyd Wright ha rakward Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1904 e tresas Frank Lloyd Wright al Larkin Administration Building hag a voe savet e Buffalo (New York). Aozet eo ar savadur tro-dro d’ur puñs kreiz sklêrijennet eus a-us, ha warnañ e sko pezhioù kement estaj a zo. Ar savadur a zigor neuze war e ziabarzh, en e greiz ur sal voutin vras.
Dre implij ar maen hag ar brikennoù, ha dre sevel talennoù a-blaen, e tiskouezas Wright ez ae e breder dreist skoueriekadur ar skraberioù-oabl.
E 1909 e voe Wright e-kreiz ur prantad diaes, rak soñjal a rae dezhañ n’en doa mui mennozhioù. Mont a reas neuze d’en em staliañ en Europa.
War zigarez ar veaj-se e kuitaas e wreg hag e vugale, hag e kasas gantañ Mamah Cheney, gwreg unan eus e bratikoù. Degouezhet en Europa e kejas Wright ouzh savourien rakward Aostria, Alamagn ha re an Izelvroioù, en o zouez Walter Gropius ha Mies van der Rohe (krouerien Bauhaus).
E 1910 e lakaas embann ur portfolio anvet Wasmuth, ennañ e dresadennoù hag e raktresoù. Er memes bloavezh e voe diskouezet ul lodenn eus e oberennoù e Berlin.
E 1911 e tistroas da Wisconsin hag eno e krouas kumuniezh unvanus Spring Green. Eno, war un dachenn roet dezhañ gant e vamm, e lakaas sevel ur rummad savadurioù kumuniezhel, re diel ha re labour-douarel ivez. Taliesin eo an anv a voe roet d'ar savadurioù-se Taliesin. Eno en em stalias gant e wreg hag e zaou vugel.
Div wech e voe devet an ti : ar wech kentañ e varvas seizh den, e wreg en o zouez. Bewech e c’houlennas Wright ma vefe savet an ti en-dro.
Liesseurted labour Wright
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1917 e veajas Wright da Japan, hag e voe dedennet ur wech ouzhpenn gant ar savouriezh japanat.
E 1934 e stagas gant e raktres tiez usonian. Tiez bihan int, evel ar Willey house. Wright a zo bet ivez un diaraoger a–fed savouriezh pa’z ijinas savadurioù dibar evel Ti al Lamm-dour (Fallingwater house) pe c’hoazh mirdi Guggenheim New York. Betek 1937 e tresas tiez en ur gemer e kont an teknikoù nevez.
Meur a levr savouriezh a zo bet skrivet gant Wright. Bras eo bet levezon e labour war ar savouriezh a-vremañ, er Stadoù-Unanet koulz hag en Europa. Luskadoù arzoù en deus bet levezonet ivez, an eztaoladur en o zouez.
En holl en deus Wright treset war-dro 800 raktres, ouzhpenn an hanter a zo bet sevenet.
Taliesin West, spered ar gumuniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel ur bern Amerikaned all er mare-se e voe Wright entanet gant ar vuhez kantreer war hentoù ar Stadoù-Unanet.
Pa grogas enkadenn 1929 en em gavas dilabour e Chicago. Mont a reas neuze war-zu Phoenix, gant ar pal digeriñ ur skol-savouriezh e Taliesin West. Un troc’h en e vuhez e voe : evel savour e felle dezhañ pederiañ war e berzh e-keñver kevredigezh ha talvoudioù Amerika.
D’ar mare-se e voe abeget ar savouriezh, plas ar savouriezh hag ar savourien er gevredigezh. Hervez Wright e ranke ar savourien bezañ gouest da adframmañ kevredigezh Amerika.
E 1928 ec’h ijinas ar ger « Usonia » : hervezañ e oa an uhelvennad demokratel a rankfe bezañ pal ar Stadoù-Unanet, da lavaret eo lakaat sevel tiez hiniennel marc’hadmat ha niverus-tre.
Hiziv an deiz ez eo digor Taliesin d’ar weladennerien, hag ur roud eus spered kumuniezhel hag eus kelennadur Wright eo.
Savadurioù treset gantañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Koufrig Frank Lloyd Wright, Archives gant Margo Stipe - Le Seuil - 96 pajenn hag ur CD atersadennoù ha dielloù
- Naomi Stungo, Frank Lloyd Wright, Carlton Books, 1999(ISBN 978-1-8586-8754-4)
- Kathryn Smith, Julie David, Frank Lloyd Wright : Maître de l'architecture américaine, Embannadurioù Abbeville
- Frank Lloyd Wright , 1867-1959, Bruce Brooks Pfeiffer, Taschen
- Frank Lloyd Wright’s Taliesin West, Ezra Stoller, New York, Princeton Architectural Press, 2000 (ISBN 978-1-5689-8202-1)
- Frank Lloyd Wright : Unity temple, Barnsdall (Hollyhock) house, Johnson Wax administration building and research tower, Phaidon
- Frank Lloyd Wright’s Fallingwater, luc’hskeudennoù gant Ezra Stoller, Princeton Architectural Press
- Frank Lloyd Wright, Daniel Treiber, Hazan
- Frank Lloyd Wright, le printemps de la Prairie House, Jean Castex, Mardaga
- An organic architecture : the architecture of democracy by Frank Lloyd Wright, MIT Press
- Frank Lloyd Wright, preliminary studies 1933-1959, A.D.A. Edita
- Frank Lloyd Wright, preliminary studies 1889-1916, A.D.A. Edita
- A testament, Frank Lloyd Wright : Horizon Press
- Ma danevell vuhez Frank Lloyd Wright, Plon
-
Imerial Hotel, Meiji Mura
-
Ennis House
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Wright, Frank Lloyd : Frank Lloyd Wright: An Autobiography, New York: Duell, Sloan and Pearce, 1943 (ISBN 978-0-7649-3243-4)