Mont d’an endalc’had

SoKo

Eus Wikipedia
Soko
Anv Stéphanie Alexandra Mina Sokolinski
Ganet d'ar 26 a viz Here 1985
Bourdel, Frañs Frañs
Micher(ioù) Kanerez
Aktourez
Doare(où) Rock indépendant
Folk
Indie pop
Bloavezhioù oberiant Abaoe 2007
Lec'hienn ofisiel http://www.myspace.com/mysoko
Soko e Festival Cannes 2009 evit diskouezadeg ar film À l'origine

SoKo (pe Stéphanie Alexandra Mina Sokolinski hervez he gwir anv) a zo ur ganerez yaouank hag un aktourez c'hall, Polonadez a orin, ganet e 1985 e Bourdel, 1,65m a vent, ha daoulagad kraoñ-kelvez[1]. Dre MySpace eo deuet da vout brudet, hag adkemeret gant un DJ bro-Danemark eus radio P3 hag en deus lakaet da dreiñ he c'hanaouenn brudetañ, I'll kill her (2007). Sonet he deus e nevez-amzer Bourges d'an 19 a viz Ebrel, hag en hañvezh 2008 er festoù gall : Eurockéennes, Francofolies, Sédières hag en estren-vro : The Great Escape, Paléo e Bro-Suis, Festival Enezenn Wight, Pukkelpop e Belgia, Dockville e Bro-Alamagn, hag all.

C'hoariet he deus ivez e-barzh meur a film (skinwel ha sinema), en o zouez Mes Copines gant Sylvie Ayme ha "Je suis parti de rien", ur film savet gant Xavier Giannoli, gant Gérard Depardieu ha François Cluzet. Implijout a ra hec'h anv gwir evit he micher aktourez.

Kanañ a ra SoKo barzh ar ganaouenn "Gunhild", tennet eus ar bladenn Who Killed Harry Houdini?, embannet e 2008 gant strollad Bro-Sued I'm from Barcelona. E miz Here 2008 he deus sonet ganto ivez e-pad un nebeud deiziadoù[2].

Ar sonj a oa ganti paouez gant ar sonerezh e-pad ur prantad[3]. Met e-pad an hañv 2009 e oa er Stadoù-Unanet o senniñ, hag abaoe miz here emañ oc'h ober bruderezh evit ar film À l'origine.

  • 2007 : Not SoKute (Autoproduit par l'artiste et Thomas Semence, qui faisait à l'époque partie du groupe)
  • Ur bladenn a oa o goanagiñ evit penn-kentañ 2009. Enrollet eo bet met Soko na seblant ket prest da embann anezhañ. Ar sonj a oa ganti chom a-sav gant ar sonerezh e-pad ur prantad[4].

Ar ganaouenn I'll kill her a zo deuet e charts Belgia e 11vet plas d'ar 26 a viz genver 2008 hag a zo pignet betek an 3 plas d'an 9 a viz c'hwevrer.

  1. Filmographie & biographie de Stéphanie Sokolinski sur premiere.fr.
  2. Touring wit SoKo: I'm from Barcelona.
  3. SoKo quits. For real.
  4. SoKo quits. For real. war [sokomusic.com].
  5. Stéphanie Sokolinski : Filmadurezh diwar allocine.fr

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

http://soko.xooit.fr http://sokorecords.forumactif.us https://web.archive.org/web/20210513153510/https://soko.activebb.net/