Smicrornis brevirostris
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Smicrornis brevirostris.
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Passeriformes | ||
| Kerentiad : | Acanthizidae | ||
| Genad : | Smicrornis | ||
| Anv skiantel | |||
| Smicrornis brevirostris (Gould, 1838) | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Smicrornis brevirostris[1] a zo ur spesad golvaneged eus kerentiad an Acanthizidae.
Anvet e voe Psilopus brevirostris (kentanv) da gentañ-penn (e 1838) gant ar skiantour saoz John Gould (1804-1881) : ar spesad nemetañ er genad Smicrornis[2] an hini eo.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bihanañ labous Aostralia an hini eo, 8-9 cm e vent. N'eus diforc'h ebet etre par ha parez.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar amprevaned ha larvenned dreist-holl.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver ar pevar isspesad anezhañ[3] :
- Smicrornis brevirostris brevirostris, e reter Aostralia (Burdekin, eus Queensland da c'hevred Aostralia ar Su),
- S. b. flavescens, hanternoz ha kreiz Aostralia,
- S. b. occidentalis, eus Geraldton (Aostralia ar C'hornôg) da walarn Victoria ha mervent Sukembre-Nevez,
- S. b. ochrogaster, e kornôg-kreiz Aostralia (eus Pilbara da zezerzh Gibson).
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall e veze renket ar genad/spesad en iskerentiad Acanthizinae eus ar c'herentiad Pardalotidae[4].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Smicrornis brevirostris war al lec'hienn BirdLife International.
- (en) Smicrornis brevirostris war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
