Pardalotidae
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Pardalotus striatus. | |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Passeriformes | ||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Pardalotidae a zo ur c'herentiad e rummatadur an evned, termenet e 1842 gant ar skiantour saoz Hugh Edwin Strickland (1811-1853)[1].
Pardalotus[2] eo ar genad nemetañ a ya d'ober anezhañ.
Diouzh Doare 12.1 an IOC World Bird List[3] n'eus nemet ur genad golvaneged oc'h ober ar c'herentiad :
Genadoù (renket diouzh an urzh filogenetek)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pardalotus - Vieillot, 1816 (4 spesad).
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall e veze renket genadoù all er c'herentiad Pardalotidae :
- en iskerentiad Acanthizinae : Acanthiza, Aphelocephala, Gerygone ha Smicrornis,
- en iskerentiad Sericornithinae : Acanthornis, Calamanthus, Crateroscelis, Hylacola, Pycnoptilus, Oreoscopus, Origma, Pyrrholaemus ha Sericornis.
Hiziv an deiz ez eo an holl anezhe perzh eus ar c'herentiad Acanthizidae.

