Slochteren

Eus Wikipedia
Slochteren
Kumun en Izelvroioù Izelvroioù
Banniel Slochteren.gif
Skoed Slochteren wapen.svg
Lec’hiadur Slochteren e proviñs Groningen hag en Izelvroioù Map - NL - Municipality code 0040 (2009).svg
Proviñs Groningen Groningen
Kod post 9615-9629, 9939
Maer Cees Verstegen (VVD)
Gorread 158,84 km²
douar 151,62 km²
dour 7,22 km2
Hed 6° 48' .." Reter
Led 53° 13' .." Norzh
Uhelder .. m
Poblañs 15 599 (31.05.2009)
Piramidenn hervez an oad Bevolkingspiramide 2008 - CBS gemeentecode 0040.svg (01.2009)
Stankter 103 ann./km²
Lec'hienn ar gumun www.slochteren.nl/

Slochteren (distagañ [1]) a zo ur gumun e proviñs Groningen en Izelvroioù. Ar chêrioù ha kêriadenn da-heul a ya d'ober ar gumun : Blokum, Denemarken, Froombosch, Gaarland, Harkstede, Heidenschap, Hellum, Kolham, Lageland, Luddeweer, Overschild, De Paauwen, Ruiten (streek), Schaaphok, Scharmer, Schildwolde, Siddeburen, Slochteren, Steendam, Tjuchem, Wilderhof e Woudbloem. Ur gumun kalz kêriadennoù enni eo, ha tro-dro dezhi e kaver tachennoù ma vez gounezet. Kalz annezidi a ya da labourat er c'hêrioù tost evel Hoogezand, Groningen ha Delfzijl. E Slochteren e kaver ivez ar Fraeylemaborg. Ur c'hastell bihan eo, al lodennù koshañ anezhañ a voe savet er Grennamzer.

Iliz Harkstede

Gaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kreiz un dachenn ma'z eus bet kavet gaz emañ Slochteren. E 1959 e voe dizoloet, ar pezh a lakaas an Izelvroioù da vezañ e-touez ar broioù a c'hall ezporzhiañ gaz. E 2009 e voe jedet e oa ur mirad 2700 bilion m³ dezhañ[1].

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disoc'hoù dilennadeg ar 7 a viz Meurzh 2006 ha re dilennadeg 2002. En holl ez eus 15 dileuriad er c'huzul-kêr.

Strollad 2006 % 2002 % Dileuridi 2006 2002
PvdA 32,7 20,0 5 3
Gemeentebelangen 15,3 20,3 3 3
VVD 15,0 16,2 2 3
ChristenUnie 14,7 13,7 2 2
CDA 14,3 16,2 2 2
GroenLinks - D66 8,0 13,6 1 2
Hollad 63,4 63,8 15 15

Abaoe 2006 eo renet gant un emglev etre Partij van de Arbeid, VVD ha ChristenUnie.

Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. NAM/Shell gas/oil website

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.