Mont d’an endalc’had

Skolaj Diwan Kemper

Eus Wikipedia
Stumm eus an 26 C'hwe 2018 da 18:27 gant EABerr (kaozeal | degasadennoù) (Istor ar skolaj ha fotoioù)

Skolaj Diwan Jakez Riou Gwengolo 1997 : Skolaj Diwan Kemper ‘oa digoret er c’hloerdi kozh Kerfeunteun. D’ar mare-se ‘oa staget ouzh skolaj Roparz Hemon (Releg-Kerhuon). Da neuze e oa diabarzhiat hogos hon holl skolajidi, zoken ar re a oa o chom e Kemper.

Gwengolo 1999 : Digoret ‘oa Skolaj Gwened; betek-henn e teue skolidi eus Bro Wened ha Naoned betek Kemper.

Gwengolo 2004. Dilojet ‘oa war-zu Penharz, e skol gozh Kervoazan, anvet skol Louis Hemon kentoc’h. An ti-annez a zo bet e-pad daou vloaz e kreizenn vakañsoù Berry-Tudy en Enez-Tudi (2004-2006) ha war-lerc’h e Kambr Micherioù Penn-ar-Bed (2006- 2008). Gant adnevezadur Kuzon hon eus ranket mont kuit da lojañ e kreizenn Kerheol an ULAMIR e bourc’h Plogastell Sant-Jermen adalek an distro-skol 2008. Anat eo, avat, ez eo leun-tenn an ti-annez hag e rankomp kaout plas da vuioc'h a dud.

2005: En enor da skrivagner Lotei, anvet ‘eo ar skolaj “Skolaj Diwan Jakez Riou”, ha deuet distag diouzh skolaj ar Releg-Kerhuon da-heul.

Gwengolo 2012: Ti ragaozet ar porzh, e stad fall pelloc'h, zo bet savet un ti greantel en e lec'h.

Porzh ar skolaj

Padrig an Habask 'oa rener anezhañ (1999-2016) ha Fanny Chauffin isrenerez etre 2007 ha 2011.

Dibaoe miz Gwengolo 2016 eo renet ar skolaj gant Erwan ar Berr.

8 klasad zo er skolaj, tro-dro 180 skolajiad.