Mont d’an endalc’had

Skoazell:Taolennoù

Eus Wikipedia

Binvioù pajennadiñ eo an taolennoù, a dalvez evit kinnig stlennoù en un doare sklaeroc'h eget dre listennadoù hir pe aridennadoù rannbennadoù.

Er bajenn-mañ e kavot kement tra (pe dost) a zo rekis evit sevel taolennoù eeun pe gemplezh, ho skoazello da ginnig ar stlennoù hoc'h eus ezhomm da ziskouez, ar pal o vezañ gwellaat stumm al labour a rit er Wiki-mañ.

Frammoù an taolennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taolennoù eeun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar bannoù a-serzh ha linennoù a-led e saver un daolenn eeun. E kroashent pep bann ha pep linenn ez eus ur c'hombod, evel-mañ :

Taolenn 1 : Taolenn eeun
Bann 1 Bann 2
Linenn 1 Kombod 1-1 Kombod 2-1
Linenn 2 Kombod 1-2 Kombod 2-2

Taolennoù kemplezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un daolenn gemplezh e c'hall ur c'hombod bezañ astennet war meur a vann pe veur a linenn dre gendeuziñ kombodoù, evel-mañ :

Taolenn 2 : Taolenn gemplezh
Bann 1 Bann 2 Bann 3 Bann 4
Linenn 1 Kombod Kombod Kombod Kombod Kombod
Linenn 2 Kombod Kombod Kombod
Linenn 3 Kombod Kombod

Sevel un daolenn eeun buan-ha-buan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Er poull-traezh hag e traoñ pep pajenn a zo war gemmañ emañ ar bouezell a servij da ensoc'hañ un daolenn eeun[1].

Setu amañ boneg framm un daolenn skrivet war-eeun dre ar bouezell-se, hag ar pezh a ro war ar skramm :

{| class="wikitable"

|-
! Testenn an talbenn !! Testenn an talbenn !! Testenn an talbenn
|-
| Testenn er gellig || Testenn er gellig || Testenn er gellig
|-
| Testenn er gellig || Testenn er gellig || Testenn er gellig
|}

Testenn an talbenn Testenn an talbenn Testenn an talbenn
Testenn er gellig Testenn er gellig Testenn er gellig
Testenn er gellig Testenn er gellig Testenn er gellig
  • Ne chom nemet erlec'hiañ ar bommoù Testenn an talbenn ha Testenn er gellig ouzh ar stlennoù a vennit diskouez.

> Evel-just, ne c'haller ket sevel taolennoù kemplezh war-eeun dre ar bouezell  : dre ouzhpennañ urzhioù e c'haller kendeuziñ kombodoù ha kemmañ perzhioù all, setu e ranker gouzout hiroc'h a-zivout ereadur an taolennoù.

Ereadur an taolennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

HTML ha Wikivoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou zoare zo da sevel un daolenn : dre HTML, eo ar voneg a implijer evit an Internet dre vras, pe dre Wikivoneg evit Wikipedia.

  • HTML (HyperText Markup Language, "Yezh DreistSkrid Merket") : dre verkoù e korf ar skrid e roer urzhioù d'ar poellad-merdeiñ a-benn ma tiskouezo war ar skramm ar pezh a venner ziskouez. Da skouer, evit diskouez ur bomm e lizherennoù stouet e ranker skrivañ ar voneg HTML :
<i>ur bomm e lizherennoù stouet</i>

ma talvez <i> kement hag italic evit merkañ deroù ar bomm a vo stouet, ha ma 'z eo </i> merk dibenn ar bomm stouet.

  • Wikivoneg : bitraket eo bet ar voneg HTML evit ma c'hallje nann-arbennigourien war an HTML sevel pennadoù. Gouzout a rit moarvat ez eo trawalc'h skrivañ
''ur bomm e lizherennoù stouet''

er poull-traezh evit ma teufe ur bomm e lizherennoù stouet e korf ar bajenn.

Heñvel eo evit sevel un daolenn, dre c'hras ar Wikijinourien. Kompren a reot o labour goude ma vo diskouezet deoc'h boneg daou gombod en HTML hag e Wikivoneg :

Taolenn 3 : Taolenn ar bonegoù
Boneg HTML Wikivoneg Disoc'h
<table class="wikitable">

<tr>
<td> Kell 1-1 </td>
<td> Kell 1-2 </td>
</tr>
</table>

{| class="wikitable"
|-
| Kombod 1-1
| Kombod 1-2
|-
|}

Kombod 1-1 Kombod 1-2
  • Skañvoc'h eo Wikivoneg (met n'eo ket ken splann hag an HTML, evit ar saoznegerien da neubeutañ).
  • D'ur restr CSS (Cascade Style Sheets, "urzhaz follennoù stil") e kas ar voneg class="wikitable" ; dre ar restr .css-se a zo e gwazer Wikipedia e teu stumm ar skridoù (nodrezh[2], ment, tevder, lec'h), bevennoù an daolenn (lec'h, tevder, liv), foñs an daolenn (liv), lec'h an daolenn war ar bajenn (kleiz, kreiz, dehou), kuit deoc'h a skrivañ boneg ouzhpenn. Dre CSS ez eo bet merket an diforc'h a liv a zo etre linenn an talbennoù hag al linennoù all, da skouer.

Arouezioù pennañ e Wikivoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel un daolenn eeun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An daolenn 1 ("Taolenn eeun") eo diazez ar rannbennad-mañ.

  • Gant ar merk {| e tigorer un daolenn ; mar ne lakait class ebet e vo gwenn foñs ho taolenn, hep bevennoù merket hag un talbenn moan evel-mañ :
Taolenn 1bis : Taolenn eeun hep CSS
Bann 1 Bann 2
Linenn 1 Kombod 1-1 Kombod 2-1
Linenn 2 Kombod 1-2 Kombod 2-2

... Deoc'h-c'hwi da lakaat merkoù ouzhpenn a-benn tevaat an talbenn, bevenniñ ha livañ ar c'hombodoù... Perak ober fae war labour ar Wikijinourien ? Ha re dost d'al linenn gent emañ an daolenn, war ar marc'had...

  • Gant ar merk |+ e lakaer un talbenn d'an daolenn.
  • Gant ar merk |- e verker bevennoù al linennoù.
  • Gant ar merk ! scope="col" | Anv ar bann e lakaer anv ar bannoù. Ul linennad boneg dre vann zo rekis, evel-just.
  • Gant ar merk ! scope="row" | Anv al linenn e lakaer anv al linennoù. Ul linennad boneg dre vann zo rekis, evel-just.
• Merkit n'eus anv ebet d'ar c'hombod a zo a-us al linenn 1 (bann anvioù al linennoù) : ! scope="col" | hep talbenn eo al linennad boneg.
• Trawalc'h eo ober gant an urzh ! Anv ar bann pe ! Anv al linenn mar grit gant class="wikitable".
  • Gant ar merk | e lakaer stlennoù en ur c'hombod. Hollret eo lakaat ur merk dre gombod.
  • Gant ar merk |} e serrer an daolenn.

Ha setu amañ penaos eo bet savet an daolenn 1 :

Wikivoneg Disoc'h
{| class="wikitable"

|+ <small>Taolenn 1 :</small> Taolenn eeun
|-
 ! scope="col" |
 ! scope="col" | Bann 1
 ! scope="col" | Bann 2
|-
 ! scope="row" | Linenn 1
| Kombod 1-1
| Kombod 2-1
|-
 ! scope="row" | Linenn 2
| Kombod 1-2
| Kombod 2-2
|-
|}

Taolenn 1 : Taolenn eeun
Bann 1 Bann 2
Linenn 1 Kombod 1-1 Kombod 2-1
Linenn 2 Kombod 1-2 Kombod 2-2
Evezhiadennoù
• Gwelet a rit ez eus ul linennad boneg dre dalbenn ha dre gombod, hogen bez' e c'haller lakaat stlennoù ar c'hombodoù war ul linenn hepken, evel-mañ : | Kombod 1-1 || Kombod 1-2 hag evel e ra Wikipedia dre ar bouezell , met sklaeroc'h eo skrivañ a-vannoù, pa saver taolennoù kemplezh pergen.
• Diwallit : arabat eo lakaat muioc'h eget ur vazh | hec'h-unan war ul linenn goude ar vazh kentañ, rak ar pezh a zo a-gleiz d'ar vazh ne zeu ket war ar skramm.
• Diwallit : mar grit gant ! scope="row" | Anv al linenn || Stlenn e teuio ar stlenn e druz evel anv al linenn ; ret eo lakaat ar stlennoù war ul linenn all eta.
• Mar disoñjit ur vazh ez eo ar voneg a zeuio war ar skramm, peogwir e vo lakaet da stlenn gant ar poellad-merdeiñ, hep na vije sentet d'an urzh hoc'h eus roet.

Sevel un daolenn gemplezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An daolenn 2 ("Taolenn gemplezh") eo diazez ar rannbennad-mañ.

  • Dre an urzh | rowspan="niver a linennoù" | ez astenner ur c'hombod war meur a linenn. Goude an eil bazh | e lakaer stlennoù ar c'hombod.
  • Dre an urzh | colspan="niver a vannoù" | ez astenner ur c'hombod war meur a vann. Goude an eil bazh | e lakaer stlennoù ar c'hombod.

Setu amañ ar voneg evit sevel an daolenn 2 :

Wikivoneg Disoc'h
{| class="wikitable"

|+ <small>Taolenn 2 :</small> Taolenn gemplezh
|-
 ! scope="col" |
 ! scope="col" | Bann 1
 ! scope="col" | Bann 2
 ! scope="col" | Bann 3
 ! scope="col" colspan="2" | Bann 4
|-
 ! scope="row" | Linenn 1
| Kombod
| Kombod
| Kombod
| Kombod
| Kombod
|-
 ! scope="row" | Linenn 2
| rowspan="2" | Kombod
| rowspan="2" colspan="2" align="center" | Kombod
| colspan="2" align="center" | Kombod
|-
 ! scope="row" | Linenn 3
| Kombod
| Kombod
|-
|}

Taolenn 2 : Taolenn gemplezh
Bann 1 Bann 2 Bann 3 Bann 4
Linenn 1 Kombod Kombod Kombod Kombod Kombod
Linenn 2 Kombod Kombod Kombod
Linenn 3 Kombod Kombod
  • Merkit e laka Wikipedia ar stlennoù war tu kleiz pep kombod, an talbennoù hepken zo kreizet. Mar fell deoc'h kreizañ ur stlenn e rankit skrivañ an urzh align="center" | goude bazh ar stlenn, hep disoñjal an eil bazh evel-just. Gwelit boneg an daolenn 2 amañ a-us, eil ha trede stlenn al linenn 2.
  • Merkit ivez n'eo ket dav krouiñ ar c'hombodoù goullo pa vezont kendeuzet gant kombodoù all : daou stlenn "Kombod" hepken zo e boneg al linenn 3, rak kendeuzet eo he bannoù 1, 2 ha 3 gant kombodoù al linenn 2.

Stiloù Wikipedia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ an tri stil Wikipedia muiañ-arveret, a zo lakaet amañ evit an daolenn 1 :

Taolenn 4 : Stiloù Wikipedia evit an taolennoù
class="wikitable" class="wikitable sortable" class="wikitable center"
Un daolenn eeun
Bann 1 Bann 2
Linenn 1 Kombod 1-1 Kombod 2-1
Linenn 2 Kombod 1-2 Kombod 2-2
Klikit war ar biroù !
Bann 1 Bann 2
Linenn 1 Kombod 1-1 Kombod 2-1
Linenn 2 Kombod 1-2 Kombod 2-2
Kreizet eo an daolenn war ar bajenn
Bann 1 Bann 2
Linenn 1 Kombod 1-1 Kombod 2-1
Linenn 2 Kombod 1-2 Kombod 2-2
  • class="wikipedia sortable" : dre glikañ war ar biroù e c'haller renkañ ar stlennoù eus an traoñ d'al laez ha vice-versa. Mat eo evit an taolennoù leun a niveroù pe a zeiziadoù.
  • class="wikitable center" : kreizet eo an daolenn war ar bajenn ; er c'hombod emañ kreizet amañ, met an daolenn 4 hec'h-unan zo kreizet peogwir eo savet gant class="wikitable center". Diwallit : kreizet eo ar stlennoù ivez er c'hombodoù, ar pezh a zo arabat ober a-wezhioù, evel er bannoù Wikivoneg en div daolenn a-us.

Pa vez hir an daolenn, gant kalz linennadoù stlennoù, e c'haller he c'hinnig en un doare koazhet dre ober gant an urzh class="wikitable collapsible collapsed". Setu amañ an daolenn 4 adarre, kreizet, urzhiet ha koazhet, dre an urzh class="wikitable center sortable collapsible collapsed" ; ur bouezell [diskouez] a zeu war wel, pouezit da zisplegañ an daolenn (ha pouezit war [kuzhat] evit he flegañ en-dro) :

Perzhioù an taolennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aes ha helenn eo an taolennoù Wikipedia, hogen rekis e vez a-wezhioù mont pelloc'h eget WikiCSS evit pouezañ war stlenn pe stlenn : ranket hon eus ouzhpennañ an urzh HTML align="center" evit kreizañ ar stlennoù e kombodoù astennet an daolenn gemplezh, hep kreizañ ar re all ; a-wezhioù ivez e ranker tremen da vat hep CSS, evit kemmañ livioù ar c'hombodoù pe stumm ar bevennoù.
Ar pezh a c'haller ober eo termeniñ ledander an daolenn hag he lec'hiañ war ar bajenn ; termeniñ bevennoù ha livioù ar c'hombodoù ; termeniñ ment, lec'h, liv ha stumm ar stlennoù a vo er c'hombodoù. Koulz boneg HTML ha boneg CSS a vo implijet.

  • N'eo ar c'hombodoù nemet pajennoùigoù er bajenn ; forzh pe stlenn a c'haller lakaat enno : skridoù, skeudennoù, sonioù, ha taolennoù zoken, evel hoc'h eus gwelet amañ a-us. Diwallit avat da sevel taolennoù re gemplezh : bezañ sklaer eo ar pal !

Sellit ouzh boneg an daolenn iskis-mañ, a zo bet savet hep WikiCSS nag urzhioù ouzhpenn :

{|
! scope="col" colspan="3" | Dibabit ho hent
|-
|
[[Restr:Signal B21c2.svg|60px]]
|
[[Restr:Signal B21b.svg|60px]]
|
[[Restr:Signal B21c1.svg|60px]]
|-
| Kleiz || '''Kreiz''' || ''Dehou''
|}

Dibabit ho hent

Kleiz Kreiz Dehou
  • Kendeuzet eo bet kombodoù an talbennoù dre an urzh colspan="3", ha kreizet eo bet ar skrid abalamour d'ar merk ! scope="col" a ziskouez penn ur bann.
  • War ul linenn distag emañ ar restroù, peogwir ez eus ur vazh | kent ar vent 60px : arabat eo e vije div vazh en o unan war ul linenn, soñj hoc'h eus ?

Setu an daolenn vihan iskis hep ar voneg, da lavaret eo evel m'eo bet skrivet ha jubennet gant ar poellad-merdeiñ :

Dibabit ho hent

Kleiz Kreiz Dehou

Komprenus eo, met doareoù zo d'he gwellaat.

War tu kleiz ar bajenn e laka Wikipedia (ha HTML) ar stlennoù (skrid, skeudenn, taolenn hag all) dre ziouer ag urzh resis.

  • Gant an urzh align="center" lakaet goude merk {| digoradur an daolenn en he c'hreizer er bajenn.
  • Gant an urzh align="right" en he lakaer war tu dehou bajenn.
• Diwallit : mard emañ an daolenn war an tu dehou, war an tu kleiz e vo ar skrid a zeuio war he lerc'h, evel er bajenn-mañ pe honnezh da skouer. A-ratozh-kaer e reer pa venner lakaat ur fichennad perzhioù diwar-benn danvez pe zanvez.

> Lakaomp an daolenn iskis e kreiz ar bajenn eta :

Dibabit ho hent

Kleiz Kreiz Dehou

Dre ziouer ag urzh diwar-benn ar mentoù e vo ledander pep bann hini ar stlenn ledanañ er vann, hag uhelder pep linenn hini ar stlenn uhelañ el linenn, evel-mañ :

Anvioù kêrioù
Y (F) Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch (CYM) Why (USA)
กรุงเทพมหานคร
อมรรัตนโกสินทร์
มหินทรายุธยามหาดิลก
ภพนพรัตน์
ราชธานีบุรีรมย์
อุดมราชนิเวศน์
มหาสถาน
อมรพิมาน
อวตารสถิต
สักกะทัตติยะ
วิษณุกรรมประสิทธิ์ (THA)
Batman (TUR) Why Not (USA)

Setu perak e hañval ar panelloù bezañ e kreiz o c'hombodoù — merkit avat emañ stlennoù al linenn 3 war o zu kleiz. Ledanaet e vo an daolenn evit ma teufe anat.

  • Gant an urzh width=" %" lakaet goude merk an digoradur e termener ledander un daolenn, an unanenn o vezañ un dregantad eus ledander ar bajenn.
  • Gant an urzh height=" px" lakaet e penn pep linenn e termener uhelder kombodoù al linenn-se. Kement ha piksel e talvez px.

> Lakaomp an daolenn ken ledan ha 50% eus ar bajenn, gant al linenn 2 ken uhel ha 50 piksel :

Dibabit ho hent

Kleiz Kreiz Dehou
  • N'eus fazi ebet : keit-ha-keit eo an tri c'hombod ; dre ziouer ag urzh all emañ pep stlenn kreizet war uhelder e gombod ha war an tu kleiz dezhañ ; 50px eo uhelder al linenn 3.
Evezhiadennoù
• E pikseloù (px) e c'haller termeniñ ledander an daolenn : width=" px" e-lec'h width=" %")
• Da ziwall zo avat, peogwir e vo disheñvel an disoc'h hervez ment ar skramm (15, 17, 19, 21, 23"...), he stumm (karrez, 4/3, 16/9...) ha douester ar pikseloù (1280x1024, 1920x1080 hag all). Setu an daolenn gant 512px a ledander :
Dibabit ho hent

Kleiz Kreiz Dehou
  • Heñvel eo an disoc'h war ur skramm 1280x1024px, p'eo 256px ledander bann ar yezhoù ha 1024px ledander ar bajenn Wiki : 1024 x 50% = 1024 / 2 = 512px. Ha war ur skramm 1920x1080px ? Ma, brasoc'h e vo "50%" eus ar bajenn, ha digemm e chomo "512px".

Sklaeroc'h a-galz e teu un daolenn pa lakaer bevennoù dezhi.

  • Dre an urzh HTML border=" px" goude ar merk-digeriñ e lakaer bevennoù d'an holl gombodoù war un dro.

> Lakaomp ur vevenn 1px d'an daolenn iskis kreizet ha koazhet da 30% eus ledander ar bajenn Wiki, dre {| align="center" width="30%" border="1px" :

Dibabit ho hent

Kleiz Kreiz Dehou
  • Ne fell ket deoc'h e vije doubl ar bevennoù : dav eo o c'hendeuziñ dre an urzh CSS style="border-collapse:collapse;" e digoradur an daolenn ; an holl vevennoù a vo kendeuzet :
Dibabit ho hent

Kleiz Kreiz Dehou
  • Dre urzhioù CSS e c'haller dibab tevder, neuz ha liv ar bevennoù. Mar lakait un urzh CSS goude ar merk {| e vevenno an daolenn en he fezh, hep bevenniñ ar c'hombodoù. Ret eo lakaat un urzh-neuziañ da bep kombod evit e vevenniñ neuze.
Ereadur
  • Gant ar voneg style=" ;" e roer un urzh CSS (Cascade Style Sheet). Etre an daouaskoù " ;" e termener tevder ar vevenn, he neuz hag he liv, evel-mañ da skouer : style="border:1px solid red;"
Bezit aketus ! Ar voneg style:"border=1px solid red ne yelo ket en-dro... Pevar fazi zo el linenn-se.
  • E pikseloù px e termener tevder ar vevenn.
  • Meur a stil zo d'ar bevennoù, a zo diskouezet amañ gant un tevder a 4px :
solid dashed dotted double
groove ridge inset outset
  • Dre o anv pe o niverenn HTML e termener al livioù. Evit gouzout hiroc'h, gwelit pajenn al livioù.

> Distroomp d'an daolenn iskis, ha lakaomp ur vevenn style="border:4px inset #ff7200;" dezhi, mui ur vevenn style="border:2px dotted green;" da gombod panell ar c'hreiz :

Dibabit ho hent

Kleiz Kreiz Dehou

Trawalc'h a vevennoù. Livet e vo ar c'hombodoù bremañ.

  • Gant an urzh HTML bgcolor="anv pe # al liv" e liver un daolenn ; kement ha background color e talvez bgcolor en HTML.
• Lakaet goude ar merk {| (hag e-maez style=" ;", a zo CSS) e livo foñs an daolenn en he fezh.
• Lakaet goude ar merk |- e livo ul linenn a-bezh.
• Lakaet goude ar merk | e livo ur c'hombod. Lakait ur vazh | all kent ar stlenn, anez e troio an urzh da stlenn ivez ha n'ho po liv ebet.
  • Dre an urzh CSS style="color:anv pe # al liv;" e liver ar stlennoù skrivet.

> Livomp foñs an talbenn dre ! scope="col" colspan="3" bgcolor="yellow" | Dibabit ho hent, ar panelloù kleiz ha dehou dre bgcolor="#d3d3d3" |
> Livomp an talbenn e ruz dre style="color:red;" kent bazh | ar skrid e-unan, hag ar ger "kreiz" e gwer dre ar voneg style="color:green;" en hevelp doare :

Dibabit ho hent

Kleiz Kreiz Dehou

Poent bras eo lec'hiañ ar stlennoù er c'hombodoù.

Lec'hiañ ar stlennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War tu kleiz ar c'hombodoù emañ ar stlennoù dre ziouer ag urzh resis.

  • An urzh HTML align="center" lakaet goude ar merk | a zigor ur c'hombod e lakaer ar stlennoù e kreiz ar c'hombod.
  • An urzh HTML align="right" lakaet goude ar merk | a zigor ur c'hombod e lakaer ar stlennoù e tu dehou ar c'hombod.

> Kreizomp panell ar c'hreiz hag ar ger "Kreiz", ha lakaomp ar panell "Dehou" hag ar ger "Dehou" war tu dehou o c'hombod :

Dibabit ho hent

Kleiz Kreiz Dehou

Setu kempennet an daolenn en diwezh : kollet he deus he neuz iskis (met iskis e chom an danvez anezhi evelkent).

Sellit 'ta ouzh an daolenn gemplezh nevez-mañ, an daolenn 5 (n'eus class ebet dezhi, "wikitable center" avat eo class an daolenn vras a endalc'h an div daolenn 5) :

Kreizet eo ar stlennoù war an uhel er c'hombodoù kendeuzet, dre ziouer ag urzh resis all, met tu zo d'o lec'hiañ dre an urzh HTML valign (vertical align).
Taolenn 5
Bann 1 Bann 2 Bann 3
Linenn 1 Kombod Kombod Kombod
Linenn 2 Kombod Kombod
Linenn 3 Kombod
Linenn 4 Kombod
Linenn 5 Kombod Kombod
Linenn 6 Kombod
Linenn 7 Kombod
E laez ar c'hombod e lakaer ar stlenn dre valign="top", en traoñ dre valign="bottom", evel el linenn 5 (Bann 1 el laez, bann 2 en traoñ) :
Taolenn 5
Bann 1 Bann 2 Bann 3
Linenn 1 Kombod Kombod Kombod
Linenn 2 Kombod Kombod
Linenn 3 Kombod
Linenn 4 Kombod
Linenn 5 Kombod Kombod
Linenn 6 Kombod
Linenn 7 Kombod
  • Dre valign="middle" e lakaer ar stlennoù e kreiz an uhelder, evel dre ziouer ag urzh resis.
◆ Titloù ar bannoù a c'heller lakaat-serzh ivez !

Dre an urzh CSS <span style="writing-mode: vertical-rl;">[roadennoù]</span> e c'heller skrivañ roadennoù a-serzh evel en daolenn amañ a-is.


{| align="center" border="1px" cellpadding="5px" style="border-collapse:collapse;"
|-
!
! <span style="writing-mode: vertical-rl;">Bann 1</span>
! <span style="writing-mode: vertical-rl;">Bann 2</span>
! <span style="writing-mode: vertical-rl;">Bann 3</span>
! <span style="writing-mode: vertical-rl;">Bann 4</span>
|-
! Linenn 1
| kombod ||kombod || kombod || kombod
|-
! Linenn 2
| kombod ||kombod || kombod || kombod
|-
! Linenn 3
| kombod ||kombod || kombod || kombod
|-
! Linenn 4
| kombod ||kombod || kombod || kombod
|}
|}


Bann 1 Bann 2 Bann 3 Bann 4
Linenn 1 kombod kombod kombod kombod
Linenn 2 kombod kombod kombod kombod
Linenn 3 kombod kombod kombod kombod
Linenn 4 kombod kombod kombod kombod
  • Dre ar perzh HTML cellspacing=" px" lakaet e digoradur an daolenn e termener an esaouenn a vo etre ar c'hombodoù koulz hag etre ar c'hombodoù ha bevennoù an daolenn.
  • Dre ar perzh HTML cellpadding=" px" lakaet e digoradur an daolenn e termener an esaouenn a vo etre ar stlennoù ha bevennoù ar c'hombodoù.
cellspacing="10px" cellpadding="5px" cellspacing="5px" cellpadding="10px"
Bann 1 Bann 2
Linenn 1 Kombod 1-1 Kombod 2-1
Linenn 2 Kombod 1-2 Kombod 2-2
Bann 1 Bann 2
Linenn 1 Kombod 1-1 Kombod 2-1
Linenn 2 Kombod 1-2 Kombod 2-2
Bann 1 Bann 2
Linenn 1 Kombod 1-1 Kombod 2-1
Linenn 2 Kombod 1-2 Kombod 2-2

Alies e saver taolennoù leun a niveroù gant sifroù goude ur skej, hag alies e teu an daolenn da vezañ dilennus abalamour d'ar skej-se : ne vez ket ar skejoù war an hevelep linenn serzh. Dre lakaat ar skejoù hag ar sifroù d'o heul en ur bann all e vo diskoulmet ar gudenn, evel-mañ :

Boneg eeun

{|
| 1,23456789
|-
| 12,3456789
|-
| 123,456789
|-
| 12345,6789
|-
| 123456,789
|-
| 1234567,89
|-
| 12345678,9
|}

Taolenn eeun
1,23456789
12,3456789
123,456789
12345,6789
123456,789
1234567,89
12345678,9
Boneg wellaet

{|
| align="right" | 1
| ,23456789
|-
| align="right" | 12
| ,3456789

hag evel-se betek ar merk serriñ

|}

Taolenn wellaet
1 ,23456789
12 ,3456789
123 ,456789
12345 ,6789
123456 ,789
1234567 ,89
12345678 ,9

Implij an taolennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Forzh pe stlenn a c'haller lakaat en un daolenn, evel a ouzit bremañ, ha paot-kenañ eo an taolennoù HTML/CSS.
Taolennoù eo 99% eus lec'hiennoù an Internet (evel pep pajenn Wikipedia), leun a skrid, skeudennoù, liammoù, sonioù, videoioù hag all : binvioù da bajennadiñ — termeniñ neuz ur bajenn — eo an taolennoù e gwirionez. Setu amañ un nebeud doareoù d'o arverañ en ho pennadoù.

  • Kinnig stlennoù war ur skrammad hepken kentoc'h eget war meur a skramm.
• Hiroc'h eget uhelder ur skramm eo al listennoù hir, a chom war an tu kleiz en ur lezel ur mell tachennad gwenn war an tu dehou ; gwelloc'h neuze sevel un daolenn : sklaeroc'h, aesoc'h da lenn, amzer gollet ebet gant ar weladennerien.
  • Kinnig skridoù a-benn o c'heñveriañ : aesoc'h a-galz eo keñveriañ bannoù lakaet kostez-ha-kostez eget rannbennadoù kinniget an eil war-lerc'h egile ; talvoudus evit diskouez ur skrid hag e droidigezhioù, da skouer, pe ur gartenn hag he displegadenn.
  • Kinnig ur rannbennad hir war meur a vann, evel en ur gazetenn.
  • Kinnig skeudennoù evel en ur mirdi, dre c'hoari gant ar bevennoù, an esaouennoù ha ment ar c'hombodoù. Ur skouer eeun a gavot e Delfi.

Ur gorvigellig talvoudus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu ar pezh euzhus a weler alies e Wikipedia pa vez lakaet ur skeudenn war tu kleiz ul listenn :

  • Mar ne daolit ket evezh
  • en em gavo padelloùigoù al listenn
  • er skeudenn !
  • setu e vez jablet al lennerien gant ul listenn n'eus ket neuz ul listenn dezhi.


  • Mar savit un daolenn (ul linenn hepken, stlenn 1 = skeudenn, stlenn 2 = listenn)
  • en em gavo padelloùigoù al listenn
  • el listenn !
  • Gwelet e vez ar padelloùigoù zoken gant ur skeudenn dialc'hwez,
  • hag en o aez e chom al lennerien.


Ne vo kudenn ebet mar lakait un alc'hwez d'ar skeudenn dre |thumb| :

Mat eo !
  • Stern ar skeudenn
  • a bella padelloùigoù al listenn
  • diouzh ar skeudenn.
  • Setu ez eus ul listenn neuz ul listenn dezhi.
  • N'oc'h ket boas c'hoazh da sevel taolennoù HTML ? Grit un tamm raktres war baper kent skrivañ ar voneg — rekis eo mard eo kemplezh ho taolenn.
  • Mar savit un daolenn hep ar bouezell , lakait diouzhtu ar merkoù {| ha |} d'he digeriñ ha d'he c'hlozañ, dreist-holl pa lakait un daolenn en un daolenn.
  • Mar savit un daolenn hep WikiCSS, lakait diouzhtu ivez ur vevenn HTML a ziskouezo splann ar c'hombodoù, dreist-holl mar savit un daolenn gemplezh. Goude hepken e c'hellot c'hoari diarvar gant ar voneg CSS style=" ;".
  • Ho taolenn class="Wikitable center" ne ra van eus WikiCSS ? Reizh eo, p'eo wikitable darn kentañ anv ar restr .css a c'halvit dre an urzh-se, n'eo ket Wikitable.
  • Un neuz droch he deus ho taolenn, gant kombodoù a-hed, a-dreuz ha mentet fall ? Fazioù ereadur hoc'h eus graet hep mar : disoñjet ur vazh | pe lakaet unan re, droukvesket = (HTML) ha : (CSS), hag all... Lakait kement ag aked e boneg ho taolenn hag a lakait en ho pennad.
  • Mard eo ar bajenn-mañ savet fall a-walc'h evit ma chomfec'h boud, kit da welet boneg an taolennoù-skouer dre ar bouezell Kemmañ : reizh eo ar voneg-se da nebeutañ, peogwir eo reizh an daolenn a gas war ar skramm.
Klaskit 'ta penaos eo bet rontaet kornioù gwer taolenn wellaet an niveroù, un digarez da ober arnodennoù en ho poull-traezh...
  • Ha na zisoñjit ket : seul eeunoc'h ho taolenn, seul sklaeroc'h !
  1. E barrenn ar binvioù Araokaet, a-zehou d'ar bir Adkas, e kavot ar bouezell-se.
  2. Arial, Tahoma, Verdana hag all ; gwelit ÉTIENNE Guy, Geriadur ar stlenneg, Preder, Plomelin, 1995 ISBN 978-2-901383-14-7