Skipailh mell-droad merc'hed ar Stadoù-Unanet

Eus Wikipedia
Skipailh ar Stadoù-Unanet
Logo
Hollegezhioù
Anv klok United States women's national soccer team
Lesanv(ioù) The Yanks, The Stars and Stripes
Deiziad krouidigezh 1973
Livioù ruz, gwenn ha glas
Stad {{{Stad}}}
Prezidant Vlatko Andonovski
Gwellañ planter palioù Abby Wambach (184)
Lec'hienn web https://www.ussoccer.com/teams/uswnt

Skipailh mell-droad merc'hed ar Stadoù-Unanet (saozneg: United States women's national soccer team pe USWNT), lesanvet The Yanks pe The Stars and Stripes, eo skipailh ar merc'hed a c'hoari e anv ar Stadoù-Unanet e kenstrivadegoù etrevroadel ar vell-droad evel: Kib vell-droad merc'hed ar bed, C'hoarioù Olimpek an hañv, Kampionad merc'hed ar c'hCONCACAF hag an Algarve Cup. Meret eo ar skipailh gant Kengevredigezh mell-droad ar Stadoù-Unanet (USSF).


Sellet e vez ouzh an USWNT evel unan eus ar gwellañ skipailhoù broadel ar bed, peogwir eo ar skipailh a zo aet ar maout gantañ ar muiañ e kenstrivadegoù etrevroadel: pevar zrec'h e kib mell-droad ar bed e 1991, 1999, 2015 ha 2019, pevar medalenn aour er C'hoarioù Olimpek e 1996, 2004, 2008 ha 2012, nav C'hampionad ar c'hCONCACAF gounezet e 1991, 1993, 1994, 2000, 2002, 2006, 2014, 2018 ha 2022 ha dek trec'h e Kib Algarve e 2000, 2003, 2004, 2005, 2007, 2008, 2010, 2011, 2013 ha 2015. En em gavout a ra ar skipailh e kentañ plas renkadur FIFA ar bed[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]