Mont d’an endalc’had

Skilwaz Egipt

Eus Wikipedia
Skilwaz Egipt

Ur Skilwaz Egipt


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Anseriformes
Kerentiad : Anatidae
Genad : Alopochen
Anv skiantel
Alopochen aegyptiaca
(Linnaeus, 1766)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar Skilwaz Egipt[1] (liester : Skilwazi Egipt) a zo un evn palvezek, Alopochen aegyptiaca an anv skiantel anezhañ. Ar spesad bev nemetañ[2] eo er genad Alopochen.

Ul labous sakr e oa en Henegipt.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alopochen aegyptiaca.

Debriñ a ra delioù, geot, ed diwar o gar, greun… ha diouzh an dro, buzhug, raned hag amprevaned[3].

  • ██ Tiriad A. aegyptiaca.
  • Bevañ a ra en Afrika issahara hag e traoñienn an Nil. Hiniennoù a oa bet degaset da Vreizh-Veur e dibenn an XVIIvet kantved ha darn a achapas kuit. Ul loen dazgouez e teuas da vezañ ha kregiñ da baotaat adalek an XIXvet kantved. Ur spesad aloubus eo deuet da vezañ en Europa adalek ar bloavezhioù 1980, dreist-holl en Izelvroioù, Alamagn, Elzas ha Belgia, ha klasket e vez diouennañ anezho[4]. Hiniennoù a c'haller gwelet e Breizh ivez[5].

    Vioù Alopochen aegyptiacus.

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Daveoù ha notennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Pêrig Herbert, Anvioù laboused Europa - pennad 2. Eus an Ardeidæ betek an Anatidæ, HOR YEZH, niv. 193, miz Meurzh 1993, p. 9.
    2. Aet eo da get an tri spesad all : Alopochen kervazoi, Alopochen mauritiana hag Alopochen sirabensis.
    3. Faune sauvage, niv.296, 2012, p.16.
    4. Teuliad e-barzh Faune sauvage, niv.296, 2012, Office national de la chasse et de la faune sauvage (Bro-C'hall) pdf
    5. Ibid.; Lec'hienn Faune Bretagne, Lec'hienn Faune Bretagne

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: