Mont d’an endalc’had

Skeuliad Beaufort

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Skeul Beaufort)

Skeuliad Beaufort nerzh an avel, ent-berr Skeuliad Beaufort pe Skeul Beaufort, a dalvez da gementadiñ nerzh an avel. Trizek derez zo enni, eus 0 da 12. Ijinet e oa bet gant an amiral saoz Francis Beaufort (1774-1857) – distaget /ˈbəʊfərt/ e saozneg – er bloaz 1805.

An derezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nerzh Termen Tizh e skoulmoù Tizh e km/h Stad ar mor Efedoù war an douar
0 Kalm[1] 0-1 0-1 Mor evel ur melezour
Gwagennoù 0 m
Moged o sevel eeun Skeuliad Beaufort, nerzh 0
1 Lizennig 1 da 3 1 da 5 Mor o rizenniñ
Gwagennoù 0 - 0,2 m
Moged o vont tu pe du. Ne dro ket ar gwiblennoù. Skeuliad Beaufort, nerzh 1
2 Aezhennig 4 da 6 6 da 11 Gwagennoùigoù berr 0,2 - 0,5 m Delioù o fiñval. Skeuliad Beaufort, nerzh 2
3 Avelig 7 da 10 12 da 19 Gwagennoù bihan 0,5 - 1 m Nijal a ra ar bannieloù. Skourroùigoù o fiñval. Skeuliad Beaufort, nerzh 3
4 Avel vat 11 da 16 20 da 28 Gwagennoù o kreskiñ, 1 - 2 m Poultr o sevel. Skeuliad Beaufort, nerzh 4
5 Avel yac'h 17 da 21 29 da 38 Koummoù niverus Gwez bihan o hejañ. Skeuliad Beaufort, nerzh 5
6 Avel greñv 22 da 27 39 da 49 Koummoù uhel 3 - 4 m, fru Skourroù bras o hejañ. Skeuliad Beaufort, nerzh 6
7 Gwall avel 28 da 33 50 da 61 Koummoù uhel 4 - 4,5 m Gwez o hejañ. Skeuliad Beaufort, nerzh 7
8 Barr amzer 34 da 40 62 da 74 Koummoù 5,5 - 7,5 m Skourroù torret. Skeuliad Beaufort, nerzh 8
9 Gwall amzer 41 da 47 75 da 88 Koummoù 7 - 10 m ; ne weler ket mat gant ar fru Maen glas, traoù torret. Skeuliad Beaufort, nerzh 9
10 Tourmant 48 da 55 89 da 102 Koummoù 9 - 12,5 m Gwez diskaret, traoù drailhet. Skeuliad Beaufort, nerzh 10
11 Follentez 56 da 63 103 da 117 Mor eonek holl, koummoù 11,5 - 16 m Dismantr. Skeuliad Beaufort, nerzh 11
12 Avel diroll pe Korventenn 64 ha + 118 ha + Koummoù ≥ 14 m ; fru a-leizh, mor eonek, ne weler ket sklaer Dismantr bras. Skeuliad Beaufort, nerzh 12

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Fichenn Nerzh an Avel embannet gant Skol Ober.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Fichenn an avelioù savet gant Skol Ober, adkemeret e-barzh L. Andouard Brezhoneg ar Mor, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 128; Geriadur brezhoneg An Here p. 668a.