Mont d’an endalc’had

Plankenn-ruilh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Skateboard)
Ur skateboard modern
Ur skateboard eus ar bloavezhioù 1970

Ur plankenn-ruilh, pe planken-ruilh, pe skateboard (e saozneg), a zo ur benveg sport savet gant ur plankenn (pe planken) koad, dindanañ ez eus staget daou ahel (trucks) a zalc’h ar rodoù. Implijet e vez ar plankenn-ruilh evit pourmen pe evit ober fiñvoù liesseurt (tricks), e kêr pe e lec’hioù aozet a-ratozh, hag anvet skatepark. Ar re a implij plankennoù-ruilh a zo anvet skaterien, diwar ar ger saoznek skater.

Ur plankenn-ruilh, gwelet e vez an truck hag ar rodoù

Perzhioù teknikel ur skateboard

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur plankenn-ruilh a zo dezhañ meur a damm :

  • Ar plankenn koad (pe board) eo al lodenn bennañ. Meur a stumm ha meur a vent a gaver. Peurliesañ eo savet diwar koad skav eus Kanada, hag etre 7 ha 12 gwiskad koad a zo. Renket e vez ar plankennoù-ruilh hervez o ledander, hag a c’hall bezañ etre 7,4 biz meud (190 mm) – ar re-se a vez implijet peurliesañ er street– betek 8,5 biz meud (216 mm) (ar re solutañ). Lod brasañ ar skaeterien a vicher a implij plankennoù 8 biz meud da nebeutañ. Ouzhpenn al ledander ez eo hirder ha krommadur ar plankenn a ra e zibarder. Re zo a zo warno un dresadenn stag ouzh ur skater brudet, graet e vez pro-model eus ar re-se. War ar plankenn e lakaer ur gwiskad “grip”, ur seurt paper pegus (damheñvel ouzh paper-traezh) a vir ouzh ar skater a gouezhañ, hag a laka ar botoù da vezañ uzet buan a-walc’h.

Penn ar plankenn a zo anvet nose (saozneg : fri), ar penn a-dreñv o vezañ anvet tail (saozneg : lost).

Un truck
  • An trucks : daou a zo war pep plankenn. Biñset int ouzh ar plankenn, hag ul liamm int etre ar plankenn hag ar rodoù. Solud a-walc’h e rankont bezañ evit gouezañv kement strok a zo, ha skañv ivez, evit ma ne vefe ket direnket ar skater. Lod brasañ anezho a zo savet gant aluminiom. Ma vez stardet da vat an truck e vo stabil-tre ar plankenn, neuze e ranker pouezañ war benn ar plankenn ma venner treiñ. Ma ne vez ket stardet an truck e vo kalz aesoc’h treiñ, trawalc’h e vo d’ar skater stouiñ e gorf.
  • Ar c’hib-bouloù: meur a seurt a zo, renket dindan ar reolad ce ABEC eus 1 betek 9. Ar re Abec1 a zo re ziazez, solud int. Ar re Abec3 ha 5 eo ar re a gaver ar muiañ, solud ha buan int.

Ar re Abec7 ha 9 n’int ket ken solud, met buan e troont.Eizh kib-bouloù a gaver war pep plankenn.

  • Ar rodoù a zo savet gant polyuretan, hag o zreuzkiz a zo etre 45 ha 60 mm. Ar re vihanañ a blij d’ar re a ya da ruilhal er straedoù : aesoc’h eo fiñval ar plankenn rak izel eo ar greizenn c’hraviter anezhañ. Ar re vras er c’hontrol, n’int ket ken aes evit fiñval met stabiloc’h int, ha muioc’h a dizh a c’haller tapout ganto.

Meur a galeter a zo, renket gant ur sifr hag al lizherenn A da heul. da heul. E-touez ar seurtoù zo e kaver 92A (evit an doare street), 95A, 99A ha zoken 101A (ar re galetañ eo, implijet dreist-holl er skatepark).

  • Ar biñsoù: anv holl viñsoù ur plankenn-ruilh eo. Gallout a reer o frenañ distag diouzh ar plankenn. Meur a hirder a zo dezho, dreist-holl ma laka ar skater tammoù plastik anvet pads e saozneg etre ar plankenn hag an truck. Meur a berzh od eus an tammoù plastik-se : lakaat uheloc’h ar plankenn, gwanaat ar daskren pe c’hoazh gwareziñ ar plankenn. 1 biz meud (25,4 mm) eo ment voutin ur viñs.
  • Ar pads: Ne vezont ket implijet kalz. Servijout a reont da zistroñsan ar stokadennoù.
Frontside lipslide

Hiziv an deiz eo eo puilh an niver a drickoù. An hini aesañ eo an ollie (lamm) pe ar manual (ruilhal war ar rodoù a-dreñv nemetken, en ur chom stabil). A-raok ma vefe eus an ollie e lamme ar skaterien dre ober ur fiñv anvet boneless pe no comply : rankout a raent sevel ar plankenn dre skeiñ o zroad war al leur (pe gant an dorn evit ar fiñv anvet boneless).

Spot ha lezenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dieub eo spered ar skaterien, da lavret eo e soñj dezho e c’haller pleustriñ war forzh pe arrebeuri-kêr. Peurliesañ ne sav ket a-du ar re a ren ar c’hêrioù, ha setu perak e vez aozet muioc’h-mui a skatepark, gouestlet d’ar pleustriñ war ar skateboard pe war sportoù an arvar all. E meur a c’hêr ez eus bet savet lezennoù diwar-benn ar skateboard. E Pariz da skouer ez eo difennet implijout ur skateboard evit pourmen.

Sport pe arz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skaterien

Alies en em c’houlenner hag ur sport pe un arz eo mont war ur plankenn-ruilh. Ma’z eo gwelet evel ur sport e talvez e ranker pleustriñ alies a-benn tizhout ul live bennak ha gounit kenstrivadegoù. Ma’z eo gwelet evel un arz e talvez e ranker strivañ a-benn ober fiñvoù brav, tost ouzh an dañs.

An dilhad skater

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe un dek vloaz bennak e weler e vez bepred gwisket ar skaterien gant t-shirtoù ledan ha bragoù ken ledan all. An doare “baggy” d’en em wiskañ eo. An dro-lavar "Big pants, small wheels" (bragoù bras, rodoù bihan) a gaver zoken e saozneg. Pouezus eo ivez ar botoù : tev int ha tev ivez o lasoù.

Gerioù saoznek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma teu ar plankenn-ruilh eus ar Stadoù-Unanet ez eo stank ar gerioù saoznek a implijer evit komz diwar-benn ar plankennoù-ruilh. Evit a sell ouzh ar fiñvoù (trick) e kaver : varial kickflip pe c’hoazh boardslide. Ar c'hrapennoù a vez anvet half-pipe pe quarter-pipe.

Sport an arvar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e vez gwelet ar skaterien evel tud a ra ur sport arvarus. Heñvel eo ar skateboard ouzh an holl sportoù riklañ evel BMX, X-board, streetboard, longskate, surf, skimboard, windsurf, kitesurf ha snowboard.


Pro Skaterien vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Tud deus ar vro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]