Mont d’an endalc’had

Klez Brandar

Eus Wikipedia
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.
Klez Brandar e 2019

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Klez Brandar, ganet e miz Here 1984 e Naoned, zo un arzour luc'hskeudenner breizhat. Embannet en deus levrioù luc'hskeudennerezh a bep seurt en ur genlabourat gant barzhed.

Skrivañ a ra kanaouennoù e yezhoù disheñvel, en o zouez brezhoneg, galleg, saozneg, spagnoleg, portugaleg, italianeg ha tchekeg. Orin eo an holl ganaouennoù, ha kenlabourat a ra Klez Brandar gant sonerien disheñvel eus Arc'hantina (Corco), Spagn (Ricard Tejada), an Izelvroioù (Maarten Crefcoeur), Aljeria (Badr Tachouche), Bro-C'hall (Benoît Méheut ha Yoko) ha Bro-Saoz (Ella CR). Ar stiloù a ya eus ar rock, ar rap, ar reggae (Sa Meute), ar punk (Kerouac Is Dead), ar folk, ar jazz, ar chanson, an disco (Pitná Voda) betek ar World music (Você).

C'hoari a ra ivez e filmoù berr, filmoù ha stiradoù abaoe 2017, daoust ma n'en deus ket studiet ar c'hoariva e skol ebet.

  • Amazônia, EP, 2024
  • Mangrove, EP, 2022
    Mangrove eo an eil EP skrivet gant Klez Brandar. Savet eo bet gant Yoko hag enrollet e Praha. Pemp kanaouenn ha pemp etrepaouez e pemp yezh zo ennañ. Embannet eo bet d'ar 15 a viz Eost 2022.
    Roll an tonioù:
    1. Ho Pugale - 00:26
    2. Você - 03:40
    3. Oh - 00:17
    4. Fulenn - 02:39
    5. Ještě ? - 00:08
    6. Buenos Aires - 03:23
    7. Pas Sages - 00:16
    8. L’Âme Hantée - 03:17
    9. Ljiljana Buttler - 00:16
    10. An Noz Didrouz - 03:39
Singles
  • Flow (2025)
  • Mi País (2025)
  • Walking On The Slackline (2025)
  • Terra Cognita (2024)
  • Querem Mais (2024)
  • Salut, Je T’Aime (2024)
  • Pitná Voda (2023)
  • Les Chips (2023)
  • Fulenn (2022)
  • Happy Melancholy (2022)
  • I’Il Take A Train (2021)
  • Kerouac Is Dead (2020)
  • Rivage (2020)

Filmoù ha heuliadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]