Sköldmö

Eus Wikipedia
Hervor o vervel goude Emgann an Goted hag an Huned, gant Peter Nicolai Arbo

Ur Sköldmö (e norseg: skjaldmær [ˈskjɑldˌmɛːz̠], "gwerc'hez-skoed") a oa ur vrezelourez a Lec'hlenn. E gwengelouriezh ar C'hermaned e c'haller he c'havout.

Ar gwerc'hezed-skoed a vez meneget alies er sagaoù, da skwer en Hervarar saga ok Heiðreks hag er Gesta Danorum. O gwelet a c'haller el lennegezh meuriadoù german arall: ar C'hoted, ar Gimbred, hag ar Varcomanned. Ar valkirienned, boudoù gwregel gwengel brezelourezed anezhi, a c'hall bout tennet ag ar gwerc'hezed-se .

Ar gwerc'hezed-skoed a zo arvarus o bezoud mes hervez an enklaskoù diwezhañ eo bet diskleriet gant an henoniour Neil Price o deus bevet evit gwir.[1][2] Hervez kelennourion arall evel Judith Jesch eh eus un diouer ag anadurioù evit ma c'hallfe bout strolladoù gourdonet a vrezelourezed.[3]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Secrets of the Vikings: Shield Maidens. www.history.com. Diellet er skrid orin d’an 25 January 2016.
  2. Anderson (14 September 2017). A Female Viking Warrior? Tomb Study Yields Clues. The New York Times. Kavet : 24 August 2018.
  3. Jesch (19 April 2014). Viking women, warriors, and valkyries. blog.britishmuseum.org. Diellet er skrid orin d’an 3 March 2016. Kavet : 10 May 2017.