Sister Rosetta Tharpe
Sister Rosetta Tharpe, ganet e 1915 e Cotton Plant (Arkansas), ha marvet e 1973 e Philadelphia, da 58 vloaz, a oa ur sonaozerez, kanerez gospel ha blues stadunanat, ha gitarourez. Brudet-bras e oa er bloavezhioù 1930 ha 1940 evel kanerez relijiel (gospel) gant ur sonerezh e doare ar rock a ziwanas e dibenn ar bloavezhioù 1950 . Levezonet he deus tud evel Little Richard, Johnny Cash, Elvis Presley ha Jerry Lee Lewis hag ar gitarour Chuck Berry.
Klask a reas kanañ sonennoù relijiel e-maez an ilizoù, brudañ ar gospel, ha berzh a reas e 1939 gant "This Train." War he lerc'h e voe brudet kanerien gospel all, evel Ira Tucker, Sr. pe an Dixie Hummingbirds. Feukiñ a reas meur a razh-iliz moarvat gant he sonadegoù er c'hleuboù-noz, hogen biskoazh ne zilezas ar c'han relijiel.
Deskiñ seniñ a reas gant he mamm. A-benn 1930 e oa anavezet evel kanerez gospel, da lavarout eo kanoù relijiel.
E 1941 e kane gant laz-seniñ Lucky Millinder E 1964 ez eas da ganañ da vro-Saoz.
Film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Film diwar he fenn : http://www.youtube.com/watch?v=RuVzm86oB1Y
Diwar he fennn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kanaouenn diwar he fenn gant Alison Krauss: [ http://www.youtube.com/watch?v=dl0e7rFUVEw&feature=kp Sister Rosetta Goes Before Us]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- O kanañ Shout, sister, shout! e 1941 : http://www.youtube.com/watch?v=1GcPlCeH2PU