Alison Krauss
Alison Krauss, ganet d'an 23 a viz Gouhere 1971 e Decatur, Illinois, (Stadoù-Unanet), zo kanerez ha violoñsourez bluegrass ha country.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krog e oa Alison Krauss da seniñ violoñs adal he femp bloaz ha da studiañ ar sonerezh klasel gant ur c'helenner. Buan e voe troet gant ar sonerezh country ha bluegrass.
Adal hec'h eizh vloaz e krogas da gemer perzh e kenstrivadegoù kanerien yaouank. Dek vloaz e oa pa oa he strollad en-dro dezhi. E 1983, ha hi 12 vloaz, ez eas ganti an Illinois State Fiddle Championship.
Seniñ a reas war bladenn he breur Viktor, Different Strokes, en 1985, tro gentañ dezhi da sonenrolliñ. Daou vloaz goude, en 1987, e reas he fladenn gentañ, Too Late To Cry. Un tamm brud a deu dezhi en Europa war-lerc'h seniñ er film O'Brother gant ar vreudeur Coen.
Abaoe 1989 e son gant ar strollad Union Station, ennañ Dan Tyminski (gitar, kan), Ron Block (banjo, gitar, kan), Jerry Douglas (dobro) ha Barry Bales (gitar boud, kan).
Maouez ebet n'he deus bet kement a Grammy Awards (21 betek-henn).
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Too Late To Cry (1987)
- Two Highways (1989)
- I've Got That Old Feelin (1990)
- Every Time You Say Goodbye (1992)
- I Know Who Holds Tomorrow (1994)
- Now That I've Found You: A Collection (1995)
- So Long So Wrong (1997)
- Forget About It (1999)
- New Favorite (2001)
- Live (2002)
- Lonely Runs Both Ways (2004)
- A Hundred Miles or More : A Collection (2006)
- Raising Sand (gant Robert Plant) (2007)
- Paper Airplane (2011)
Soundtracks
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- O Brother, Where Art Thou? (2003),
- Mona Lisa's Smile (2003)
- Cold Mountain (2004)
- Bambi II (There Is Life) (2006)
DVD
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Live (2002)
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel