Siracourt
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Anv | Siracourt |
Skoed | |
Lec'hiadur Siracourt e Kanton Saint-Pol-sur-Ternoise hag en Arondisamant Arras | |
Riez | Frañs |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Pas-de-Calais |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Arras |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du Saint-Polois |
Kanton | Saint-Pol-sur-Ternoise |
Kod INSEE | 62797 |
Kod post | 62130 |
Maer | Freddy Bloquet |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 3,24 km² |
Led | 50° 22' 24" Norzh |
Hed | 02° 16' 18" Reter |
Uhelder kreiz | ... m |
Uhelder bihanañ | 124 m |
Uhelder brasañ | 154 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 239 (2006) |
Stankter | 76 a./km² |
Lec'hienn ar gumun |
Siracourt a zo ur gumun eus departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eil brezel-bed: kemmet eo bet planedenn kêriadenn Siracourt gant diviz an Alamaned e miz Even 1943 sevel diazlec'hioù kreñv evit bannañ armoù nevez, ar fuzeeennoù V1 ha V2, hag ar ganol V3. E miz Gouere 1943, kroget e voe gant sevel un diazlec'h V1, ha marteze V2 pa weler brasder ar savadur. Prizonidi soviedat a reas al labourioù. Tro 200 metrad hirder ha 45 metrad ledander e oa ar blockhaus bet savet evit gwareziñ 150 fuzeenn V1 da vout degaset gant an hent-houarn.
Ur banner, troet war-zu Londrez, a oa da vout savet e-kreiz ar gwarezva. Evit e sevel e voe kreuzet fozelloù, 4 metrad ledander dezhe, leuniet anezhe gant betoñs ha lakaet ur volzenn, harpet ouzh ar mogerioù hag an dachenn. Tennet e veze an douar etre ar mogerioù goude.
Dikoachet e voe al labourioù gant gweladennoù dre garr-nij graet gant ar Re Gevredet e miz Here 1943. Kregiñ a reas ar bombezadegoù (27 en holl, gant 5 000 tonenn a vombezennoù) d'ar 24 a viz C'hwevrer 1944. E miz Even 1944, dilezet e voe al lec'h gant an Alamaned.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Un ti-feurm adsavet goude an Eil Brezel-bed
-
Un ti-feurm adsavet goude an Eil Brezel-bed
-
An ti-kêr hag an ti-skol
-
An iliz katolik
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emdroadur ar boblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niver a annezidi