Sinn Féin
Deiziad krouiñ | 28 Du 1905 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Sinn Féin |
Anv berr | SF |
Diazezer | Arthur Griffith |
Prezidant | Mary Lou McDonald |
House publication | An Phoblacht |
Stad | Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet |
Ezel eus | The Left in the European Parliament - GUE/NGL |
Political alignment | Tu-kleiz, kleiz-kreiz |
Ideologiezh politikel | Irish republicanism, Republikanouriezh, left-wing nationalism, populist socialism, Linguistic nationalism |
Lec'h diazez | Dulenn |
Perc'henn war | An Phoblacht, Republican News |
Sez sokial | Parnell Square, Dulenn |
Heuliet gant | Aontú |
SRGB color hex triplet | 008800 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.sinnfein.ie/, https://www.sinnfein.ie/ga/ |
Deskrivet en URL | https://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/sorgan.htm |
Sinn Féin (distagadur: [ʃiːɲ fʲeːnʲ/] en iwerzhoneg) a zo ur strollad politikel broadelour ha republikan, gant ul linenn bolitikel kreñv a-gleiz, hag a zo diazezet koulz e Republik Iwerzhon hag e Norzhiwerzhon. Kement ha Ni hon-unan e talvez an anv. Prezidant ar strollad eo Gerry Adams. 14 sez (diwar 166) en deus en Dáil Éireann (kambr kannaded ar Republik e Dulenn), war-lerc'h votadeg 2011, ha 29 sez (diwar 108) e Bodadeg Norzhiwerzhon (war-lerc'h votadeg 2011). Pemp sez (diwar 650 en holl, ha 18 evit Norzhiwerzhon) en deus ivez e Parlamant ar Rouantelezh-Unanet, war-lerc'h votadeg 2010, met ne gemeront ket perzh er Parlamant-se, ha 4 e Parlamant Europa (3 en anv ar Republik hag 1 en anv Norzhiwerzhon), war-lerc'h votadeg 2014. Ar strollad broadelour pennañ eo e Norzhiwerzhon (tost da 27% eus ar mouezhioù en holl e votadegoù 2011).