Mary Lou McDonald

Eus Wikipedia
Mary Lou McDonald
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIwerzhon, Rouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMáire Labhaoise Ní Dhomhnaill Kemmañ
Anv-bihanMary Kemmañ
Anv-familhMcDonald Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Mae 1969 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDulenn Kemmañ
Yezh vammsaozneg, iwerzhoneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, iwerzhoneg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Bet war ar studi eTrinity College Kemmañ
Lec'h labourDulenn Kemmañ
Strollad politikelSinn Féin Kemmañ
Mary Lou McDonald
Martin McGuinness, Michelle O'Neill, Mary Lou McDonald ha Gerry Adams e 2017

Mary Louise McDonald, ganet d'ar 1añ a viz Mae 1969, zo ur bolitikourez iwerzhonat ezel eus Sinn Féin. E penn ar strollad emañ abaoe miz C'hwevrer 2018. Bez eo un Teachta Dála (TD, ezel eus Dáil Éireann) abaoe 2011. Bez e oa bet ivez ezel eus ar parlamant europat (MEP) en anv Dulenn etre 2004 ha 2009, ha besprezidantez Sinn Féin dindan Gerry Adams etre 2009 ha 2018.

D'an 10 a viz C'hwevrer 2018 e kemeras kador Adams goude un ardfheis (kendalc'h) dreistordinal.

Buhez er strollad ha Tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez eo bet en Ard Chomhairle (kuzul meur) Sinn Féin abaoe 2001. Tizhet he devoa ar renk a vesbrezidantez o kemer kador Pat Doherty goude Ardfheis an 22 a viz C'hwevrer 2009.

E miz Gwengolo 2003 e voe kavet abeg enni pa voe komzet ganti e-pad ur vanifestadeg e Dulenn da enoriñ Seán Russell, ur penn eus an IRA en doa bet liammoù gant an Trede Reich.

E miz Even 2009, McDonald a voe taget dre ma veze gwerzhet dafar da enoriñ an IRA en he burev.

E miz Kerzu 2015, McDonald a roe harp da Thomas "Slab" Murphy, diskrivet evel ur "republikan mat" padal e oa 9 klemm a fuadur arc'hant war e chouk. Barnet e oa bet gant ul lez-varn ispisial dre ma oa bet skoet betek ar marv an den diwezhañ a oa bet test en ur prosez a-enep dezhañ e 1999. Ne oa ket deuet a-benn da adpakañ gerioù Gerry Adams a rae eus Thomas Murphy ur "good republican". AR BBC dre un teulfilm enklask a lakae war-raok an den evel ur "mass murderer".