Simone Veil

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Simone Veil e 2008

Simone Veil, bet ganet Simone Jacob d'an 13 a viz Gouhere 1927 e Nisa hag aet da Anaon d'an 30 a viz Even 2017 e Pariz, a oa un alvokadez hag ur bolitikerez c'hall.

Ganet e voe e Nisa, merc'h d'un tisavour yuzev. E miz Meurzh 1944 e voe harzet ha kaset gant he familh da gamp-bac'h Auschwitz. Chom bev a reas, tra ma varvas he mamm ha ma'z eas he zad diwar wel, ha dieubet e voe d'ar 15 a viz Ebrel 1945, asambles gant he c'hoar. Studioù gwir ha skiantoù politikel a reas ha dimeziñ gant Antoine Veil. Bez' e voe kargadez uhel er velestradurezh betek bezañ galvet da vinistrez ar Yec'hed e miz Mae 1974. Gant ar garg-se e lakaas da dremen al « lezenn Veil », embannet d'ar 17 a viz Genver 1975, a aotreeas an diforc'h-bugale hervez lezenn.

Etre 1979 ha 1982 e voe dilennet, a-unvouezh, da gentañ prezidant(ez) Parlamant Europa.