Sicario (film 2015)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo ar film Sicario

Sicario, a c'hallfed treiñ en "muntrer" [1], zo ur film polis avantur stadunanat eus 2015 sevenet gant Denis Villeneuve, skrivet eo bet an istor gant Taylor Sheridan. Evel aktourien e vez Emily Blunt, Benicio del Toro, Josh Brolin, ha Victor Garber. Ar film a ro tro da heuliañ daou ajant eus an FBI emezelet en ur skipailh stourm eus ar gouarnamant stadunanat evit tizhout unan eus pennoù ar cartel dramm mec'hikan. Sicario a oa bet kinniget evit ar Palme d'Or e-pad Festival Cannes 2015. Da zigentañ eo bet bannet en un nebeud salioù er Stadoù-Unanet a-raok bezañ skignet dre ar bed-holl d'an 2 a viz Here 2015.

Sicario a zo bet burutellet mat a-fed filmañ, renerezh, ar sonerezh, ha labour an aktourien Blunt ha del Toro. Ar film a oa bet lakaet e anv evit ar priz Best Cinematography, Best Original Score, ha Best Sound Editing eveit 88vet lid an Academy Awards, kement ha lakaet e anv tri gwech ar BAFTA evit ar Best Supporting Actor, Best Cinematography, ha Best Film Music. An arvesterien mec'hikan o deus burutellet an doare ma z'eo taolennet kêr Ciudad Juárez[2]. Ur film a heuil a zo bet embannet, Sicario: Day of the Soldado, hag embannet d'an 29 a viz Even 2018, o welet Columbia Pictures o kemer plas Lionsgate.

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]