Sholom Secunda

Eus Wikipedia
E 1904, oadet 10 vloaz.

Schlojme Abramovitch Sekunda, anvet Sholom Secunda ivez, (Oleksandriia, Impalaeriezh Rusia, 4 a viz Gwengolo 1894New York, 13 a viz Mezheven 1974) a oa ur sonaozour yidek stadunanat.

Ganet e oa bet en Oleksandriia, a zo en Ukraina hiziv, d'an 23 a viz Eost 1894 hervez an deiziadur juluan (13 a viz Mezheven hervez an deiziadur gregorian).

Brud etrebroadel en deus tapet gant div ganaouenn, Bay Mir Bistu Sheyn ("Brav out da'm soñj") evit ur gomedienn war gan e New York e 1932 ha Dos Kelbl ("Al leue" ; un titl all e oa Dana Dana, a zo anavezet evel Donna Donna) evit ur pezh-c'hoari e 1940.