Donna Donna

Eus Wikipedia

Donna Donna, skrivet Dona Dona ivez (yideg : דאַנאַ דאַנאַ, Dana Dana, pe דאָס קעלבל, Dos Kelbl — « Al leue ») zo ur ganaouenn yidek skrivet gant ar skrivagner a orin rus Aaron Zeitlin (1898-1973) war un ton savet gant ar sonaozer Sholom Secunda (1894-1974), a orin rus ivez.

Savet e oa bet evit ur pezh-c'hoari, Esterke (1940-1941), gant Zeitlin, diwar-benn ul leue kaset d'ar marc'had da vezañ lazhet goude, tra ma nij ur wennili en oabl.

Kanet eo bet gant Joan Baez, Donovan, Theodore Bikel hag Esther Ofarim a-douez tud all.

Un doare gallek a veze kanet gant Claude François, disheñvel bras diouzh an doare orin.

Un doare brezhonek zo bet savet ivez.