Shinsengumi
| Deiziad krouiñ | 1863 |
|---|---|
| Lec'h labour | Kyōto |
| Brezel | Kinmon Incident, Brezel ar Boshin |
| Prezidant | Kondō Isami |
| Stad | Tokugawa shogunate |
| Lec'h diazez | Edo |
| Aozadur mamm | Kyoto Shugoshoku |
| Sez sokial | Yagi Mansion |
| Raklec'hiet gant | Mibu Rōshigumi |
| Heuliet gant | Kōyō Chinbutai |
| Prantad | Bakumatsu |
| Deiziad divodañ | 1869 |
| Rummad evit an izili | Category:Members of the Shinsengumi |
| Dedicated heritage entity | Shinsengumi Furusato Historical Museum |
Ar Shinsengumi (新選組, "Korfad nevez choazet") a oa anv un unvez sabrennourien eus an dibab enni tud a zere izel e-touez ar samouraied pe tud eus ar bobl. Dindan urzhioù ar bakufu (gouarnamant milourel) e oant e-kerzh ar marevezh japanat Bakumatsu (dibenn ar shogunelezh Tokugawa) e 1863 [1].
Oberiant e oa bet betek 1869 [2]. Savet e oa bet da gentañ penn evit gwareziñ pennoù ar shogunelezh e Kyoto pa oa bet lakaet e pleustr ur edit impalaerel a zifenne ar c'henwerzh etre Japan hag ar broioù estren hag ouzhpenn-se e oa bet skarzhet eus al lez impalaerel ar C'hlann Chōshū. Brud ar strollad Shinsengumi a oa kroget gant Gwallzarvoud Ikedaya hag o obererezhioù e-kerzh taol-Stad an 18 a viz Eost. Chomet eo brudet ar strollad hag an izili dre ma oant o heuliañ ur c'hod a enor strizh hag e oant kadourien ampart gant sabrennoù.