She's Not There

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

She's Not There (N'emañ-hi ket aze e brezhoneg) zo ur ganaouenn saoznek gant ar strollad sonerien rock breizhveuriat The Zombies. Savet e oa bet gant ar soner saoz Rod Argent.

2:25 he fadelezh, enrollet e oa bet d'an 12 a viz Mezheven 1964 e studioioù Decca Records (West Hampstead, Londrez). Perzh eo eus ar bladennig a oa deuet er-maez d'ar 24 a viz Gouere 1964, You Make Me Feel Good war he zu B. Bez' e voe lakaet e-barzh kentañ albom The Zombies — Begin Here — deuet er-maez er Rouantelezh-Unanet e miz Meurzh 1965. An albom The Zombies, deuet er-maez e Stadoù-Unanet Amerika e miz Genver 1965, a c'haller he c'havout ennañ ivez.

Renket e voe da wellañ kanaouenn gant ar gelaouenn stadunanat Cashbox ha lakaet da eil gant Billboard e penn-kentañ miz Kerzu 1964.

E miz Meurzh 2014 en devoa implijet an embregerezh Chanel ar ganaouenn e-barzh ur bomm bruderezh (an aktourez saoz Keira Knightley o c'hoari ennañ) da-geñver ur c'houlzad brudañ evit ur c'hwezh-vat nevez-savet.

Ar gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan anv Te voilà e voe kanet e galleg gant Noël Deschamps e miz Kerzu 1964, adkemeret gant Pussy Cat e miz Mezheven 1969.

Gant ar strollad Santana e voe roet da glevet un doare disheñvel eus She's Not There e-barzh an albom Moonflower deuet er-maez e miz Here 1977.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]