Mont d’an endalc’had

Seziz Lyon (1793)

Eus Wikipedia
Seziz Lyon e 1793

Seziz Lyon a oa c'hoarvezet etre an 9 a viz Eost hag an 9 a viz Here 1793 goude un emsavadeg e Lyon a-enep ar Vodadenn vonreizhañ vroadel. En holl e oa bet 1000 den lazhet ha 1200 den gloazet e tu ar Republikaned, 1200 den lazhet ha 1000 den gloazet e tu ar re Gevredet hag ar roueelourien.

Louis François Perrin de Précy, a oa e penn an emsavidi a oa a-du gant ar roue Loeiz XVII. Poltred gant Jean-Joseph Dassy.

A-raok an emsavadeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1786 e oa bet meur a emsavadeg e kêr Lyon a-enep ar pennoù bras. Marie Joseph Chalier (1747-1793) a savas a-du gant an tu-kleiz pellañ evel ma rae Jean-Paul Marat (1743-1793) e Pariz. 32 kleub a oa bet krouet. Emsavadegoù kevraeadelourien a voe (1790-1793).



E miz Gouhere 1793 edo Arme an Alpoù, dindan ar jeneral Kellermann, o vrezeliñ e Savoia a-enep Rouantelezh Sardigna pa voe roet urzh dezhi da vont da Lyon da adsevel aotrouniezh ar galloud-kreiz a oa bet taolet d'an traoñ eno gant emsavidi kêr. N'hallas an arme degouezhout nemet miz goude, d'an 10 a viz Eost 1793.

Goude ar seziz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Fouché o reiñ urzh da dreiñ ar c'hanolioù da dennañ war an dud kondaonet.

Ar flastradenn goude ar seziz a voe spontus, renet gant Joseph Fouché, lesanvet mindrailher Lyon (le mitrailleur de Lyon), pa lakaas ouzhpenn 1900 emsavad d'ar marv (goude ur varnadenn), mindrailhet, fuzuilhet, kanoliet, pe dibennet. An dud lazhet e-pad ar seziz ne voe ket dalc'het kont eus an niver anezho.

Lyon a voe kastizet garv, tennet e voe an anv, ha graet Ville Affranchie pe Commune-Affranchie eus outi. Soñjet e voe distrujañ ar gêr da vat (Bertrand Barère). Met diwar un hollad 600 savadur sañset da vezañ distrujet, n'eus nemet 50 a voe diskaret.

Annezidi kêr a voe lakaet diaes gant an diouer a labour hag a bourvezioù. Pa oa kroget kêr da vont war an tu mat e oa bet trubuilhoù politikel a nac'has an adlañs evel ar c'hentañ Spont Gwenn e 1795.