Seziz Bristol (1645)
Eil seziz Bristol | |
---|---|
Rann eus Brezel diabarzh Bro-Saoz | |
Deiziadoù | 23 Eost – 10 Gengoleo 1645 |
Lec'h | Bristol 51°27′0″ N 2°35′0″ K |
Brezelerien | |
![]() |
![]() |
Pennkadourien | |
![]() |
![]() |
Disoc'h | |
Trec'h Lord Fairfax hag ar barlamantourien |
Seziz Bristol, an eil seziz lakaet war Bristol evit gwir, a c'hoarvezas e-kerzh Brezel diabarzh Bro-Saoz. Adalek an 23 a viz Eost betek an 10 a viz Gwengolo 1645 e padas ar seziz.
Lu kostez ar roue Charles Iañ renet gant ar Priñs Rupert en devoa daskoret kêr Vristol, en devoa kemeret d'ar 26 a viz Gouhere 1643 digant ar barlamantourien. Kodianet he doa kêr gant Lord Fairfax (1612-1671), anezhañ penn lu ar barlamantourien, an New Model Army ("Lu diwar patrom nevez").
Disoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar roue Charlez Iañ a voe darbet dezhañ semplañ pa glevas keloù kodianidigezh Bristol. Ur c'holl spontus ha trumm e oa evit ar roueelourien. Skarzhet e niz Rupert, dug Cumberland, diouzh e holl gargoù a reas, hag urzhiañ dezhañ kuitaat Bro-Saoz[1]. Kodianidigezh kêr Vristol a dalveze ne chome nemet kêr Chester evel porzh-mor evit liammañ ar roueelourien saoz ouzh re Iwerzhon.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ur priñs alaman e oa ivez.