Mont d’an endalc’had

Serment breton

Eus Wikipedia

Serment breton zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du e 1907. Bezañ emañ an oberenn-mañ e-touez kentañ filmoù bet troet e Breizh.

Fichenn deknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yvonne Moan, merc'h d'ur paluder pinvidik, a zo o paouez reiñ he fromesa eurediñ da Yves Legonnidec, ur paotr eus ar c'horn-bro, ken kaer e neuz ha m'emañ dister e vadoù. Ret eo dezhañ mont d'ober e amzer war vor avat.

Deuet eo ur soñj all da dad Yvonne a ziviz reiñ dorn e verc'h da Fantec, ur menajer a beadra eus Plaeraneg. Sentiñ a ra Yvonne ouzh bolontez he zad, evel m'eo dleet e Breizh, daoust d'he ger roet da Yves kent. Padal, n'eo ket he c'halon evit en em dommañ ouzh unan all ha pa vije hemañ pinvidik-mor. Hag hi da jediñ an devezhioù : an amzer da vodañ an holl baperioù ret ha da ober an embannoù, marteze e kloto gant mare distro he muiañ-karet er vro.

Re ziwezhat ec'h erru Yves e Lezardrev siwazh dezhañ, met abred a-walc'h da welet Yvonne o vont e-maez an iliz, kazeliet gant Fantec.

Krignet gant an dic'hoanag ec'h en em daol an daou amourouz er mor eus penn uhelañ an tornaod.

Roll ar gomedianed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]