Sergey Prokofyev

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur sonaozer rusian eo Sergey Sergeyevitch Prokofyev (e ruseg Сергей Сергеевич Прокофьев, Sergej Sergeevič Prokof'ev). Skrivet e vez Sergei Prokofiev alies ivez. Ganet eo bet d'an 23 a viz Ebrel 1891 e Sontsovka, en Ukraina hag eo bet d'an anaon d'ar 5 a viz Meurzh 1953 e Moskov gant ur taol gwad en e benn.

Marvet e oa 50 munutenn a-raok Jozef Stalin met er gazetenn Pravda e vo roet da c'houzout ar c'heloù c'hwec'h devezh goude hepken. Pouezhet e oa bet kreñv war e familh evit ma chomfent mut a-zivout e varv rak ret e oa e chomfe selloù an holl war hini Stalin. E-pad e obidoù ne voe un 40 a dud nemetken.

Sergey Prokofyev.