Mont d’an endalc’had

Seren y Dwyrain

Eus Wikipedia

Seren y Dwyrain a oa ur gazetenn gembraek a veze embannet e Kaero, etre miz Here 1943 ha dibenn an Eil Brezel-bed. [1] Danvez a bep seurt a veze kavet enni hag un doare liamm e oa etre an holl gembraegerien a oa en armeoù Breizh-Veur er Reter Nesañ, pa roe danvez-lenn dezho ha pa zalc'he bev ar vrogarantez en o zouez. Bep miz e teue er-maez ha betek 1500 skouerenn a voe embannet anezhi. Lennerien he doa n'eo ket hepken er Reter Nesañ met ivez e Kembre hag e lec'hioù a bep seurt, evel Freetown e Sierra Leone, Baghdad pe Roma.