Semoul

Eus Wikipedia
Semoul
Ur farz izelvroat graet gant semoul, gant hilienn kastrilhez

Semoul[1], pe grizied[2], zo ur seurt bleud graet diwar greun gros ed (gwinizh kalet alies). Servijout a ra d'ober toazennoù, kouskous, upma ha farzoù dreist-holl.

Ar ger "semoul" a zeu eus semolino, ur ger italianek diwar semola, brenn.

Ar semoul gwinizh kalet eo an hini a gaver ar muiañ er c'heginerezh. Gantañ e vez graet an toazennoù dre ret en Italia ha Bro-C'hall. Graet e vez gantañ evit fardañ meuzioù liesseurt all : farzoù, soubennoù, kouskous... Semoul maiz zo ivez, evit ober polenta da skouer, semoul maniok ha heiz en Afrika, semoul yell en Alamagn.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur ar Geginouriezh, Preder, 2011, p. 115 ha Geriadur Al Liamm, 2014, p. 716.
  2. Geriadur ar Geginouriezh, Preder, 2011, p. 55.