Sei donne per l'assassino

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo ar film Blood and Black Lace

Blood and Black Lace (italianeg: Sei donne per l'assassino, e brezhoneg 'C'hwec'h maouez evit ar muntrer') zo ur film slasher giallo italian eus 1964 ha sevenet gant Mario Bava.

Sei donne per l'assassino, ar muntrer

Bava en deus kenskrivet ar senario gant Giuseppe Barilla ha Marcello Fondato. Aktourien er film eo Cameron Mitchell hag Eva Bartok.

Maouezed a vez lazhet garv gant ur muntrer masklet a zo o klask ul levr. Ar film zo bet gwelet evel unan eus kentañ filmoù en doare giallo (melen) hag un diazez evit ar filmoù doare slasher eus ar bloavezhioù 1980. Tim Lucas en deus embannet e oa ar film-se un awen evit "lejionoù a filmaozerien, eus Dario Argento betek Martin Scorsese ha Quentin Tarantino."

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]