Mario Bava

Eus Wikipedia
Mario Bava e 1975

Mario Bava oa ur filmaozer, rener ar skeudenniñ ha senarioer italian (1914-1980) brudet a-drugarez d'ar filmoù faltazius en deus kempennet. Gwir eo e oa kemepennourion filmoù faltazius italian arall a o doa graet filmoù faltazius mat : G.Ferronni, Antonio Margheretti Ricardo Freda... Met Mario Bava en doa degaset d'ar filmoù en doa graet ul liv dezhoñ e-unan : ur sklerijennadur leun a ijin. Maskl an drougael eo e film brudetañ. (La maschera del démonio) Aktourion vrudet a zo bet é c'hoari en e filmoù : Barbara Steele, Christopher Lee, Telly Savalas, Boris Karloff, Michelle Mercier ...


Evel skoazellour e krogas Mario Bava get ar fiñvskeudennerezh. Labourat a reas evit Ricardo Freda pe Maurice Tourneur. Daet e oa dezhoñ achiv I Vampiri (renet get Ricardo Freda ha eñ dilezet ar film pa ne oa ket evit en em glevet get ar sevenour anezhoñ) rak brudet e veze a-drugarez d'e dro-spered habask ha d'e ijin a lakae d'ar sevenourion armezhiñ argant rak ma ouie-eñ get an doazh ma oa doc'h ar sklerijenniñ krouiñ efedoù hag a oa marc'hadmat ur braouac'h. Un nebeud filmoù a achivas evel-se : Kaltiki il mostro immortale (Ricardo Freda), La battaglia di Maratona (Jacques Tourneur). Evit en trugarekaat da vout achivet ar filmoù-se e oa bet roet an tu dezhoñ da aoziñ e film dezhoñ e-unan. La maschera del démonio e oa hennezh. Daet e oa da vout brudet get ar film-se a chom e istoar ar filmoù spont unan ag ar filmoù ne feher ket tremen hepte.

da vout heuliet