Sefa Giray
Neuz
Sefa Giray, pe Safa Giray, a oa khan Krimea e 1691-1692.
Lakaet e voe war tron Krimea pa voe tennet e garg digant Saadet III Giray e miz Kerzu 1691. E-pad ar brezel etre an impalaeriezh otoman hag Aostria e klaskas kemer perzh en emgannoù met e arme a savas outañ e Valakia ha nac'h mont pelloc'h.
Lamet e voe e garg digantañ e miz Here 1692 ha kaset en harlu e-kichen Karnobat (e Bulgaria hiriv).
En e raok: Saadet III Giray |
Khan Krimea 1691– 1692 |
War e lerc'h: Selim Iañ Giray |
Mammenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le khanat de Crimée et les campagnes militaires de l'Empire ottoman : Fin du XVIIe-début du XVIIIe siècle, 1687-1736 gant Dilek Desaive e Cahiers du monde russe et soviétique niverenn 11-1, 1970