Scott Wilson (aktour)

Eus Wikipedia

William Delano Wilson

Scott Wilson e 2012.
Scott Wilson e 2012.

Lesanv(ioù) Scott Wilson
Ganedigezh 29 a viz Meurzh 1942, Atlanta Stadoù-Unanet Amerika
Broadelezh Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher(ioù) aktour

Scott Wilson (ganet William Delano Wilson, d'an 29 a viz Meurzh 1942 hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Here 2018) a oa un aktour filmoù ha skinwel stadunanat. C'hoariet en devoa e-barzh un 50 film bennak, en o zouez In the Heat of the Night, In Cold Blood, The Great Gatsby, Dead Man Walking, Pearl Harbor, ha Junebug. E 1980, Wilson a oa lakaet e anv evit ur Golden Globe for Best Supporting Actor – Motion Picture evit e roll en The Ninth Configuration. Brudet e voe evit e roll klañvdiour loened Hershel Greene er stirad skinwel The Walking Dead war AMC etre 2011 ha 2014. Ur roll en doa bet ivez er stirad skinwel CSI: Crime Scene Investigation evel ar penn rener kazino Sam Braun.

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kadarnaet e oa bet d'ar 6 a viz Here 2018 e vije Wilson o tistreiñ evel aktour er stirad skinwel The Walking Dead evit adkemer roll Hershel, e-pad 9vet koulzad ar stirad. D'ar memes devezh e oa bet embannet e oa aet da Anaon d'an oad a 76 vloaz.