Scopitone
| Deiziad krouiñ | 2002 |
|---|---|
| Anvet diwar | Scopitone |
| Bro | Frañs |
| E tiriad | Naoned |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.scopitone.org |
Festival Scopitone a zo ur festival arz niverel a vez aozet bep miz Gwengolo e meur a lec'h e Naoned (en o zouez "La Fabrique", un arnodva arzel). Loc'het e oa e 2002 gant an Olympic, ar sal vrudet. Lakaat a ra Scopitone ar sonerezh, ar skeudenn, an arvest bev hag an arzoù niverel da gejañ ar re gant ar re all. Diorren an arz war an takad foran ha war internet eo e bal. Gantañ e c'hall kejañ an arzourien gant ar greanterezhioù krouiñ.
Aozet e oa gant ar gevredigezh Songo, deuet da vezañ Stereolux abaoe 2011.
Krouiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa festival Scopitone o soñjal e diorren an TKK (teknologiezhioù ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ). Ar re-mañ a zo bet degaset e-barzh bed an arz, ha doareoù nevez krouiñ hag ezteurel a zo deuet war-wel. Ar festival a lak anezho da ziwan ha da vezañ diskouezet d'an holl.
Meiziad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arbennikaet en Arzoù Niverel - sonerezh, skeudennoù, arvestoù, staliadurioù, Festival Scopitone a ginnig bep bloaz doareoù nevezus, krouadurioù gouestlet ha difraeoù dic'hortoz e lec'hioù nevez. E bal : diskouez d'ar muiañ ha harpañ an hironadurioù etre an diskiblezhoù - arzoù neuziañ, sonerezh, dezign grafek, video, savouriezh, dezign...- en deus diwanet ablamour d'ar binvioù niverel, en ur souezhiñ an arvesterien gant arnodoù arzel nevez (etreoberiañ, soubidigezh, pleustroù...).
Setu perak eo bet dibabet an anv Scopitone, a zo ur seurt juke-box eus ar bloavezhioù 1960, a veze kavet en tavarnioù hag a skigne klipoù video sonerezh.
Sifroù abadenn 2010
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ouzhpenn 30 000 arvester en holl,
- 32 arvest ha bannañ videoioù er salioù,
- Ar Fraost Niverel, ul lec'h gant meur a ziskiblezh (staliadurioù arz niverel, abadennoù, stalioù-labour…), frank e vont e-barzh e-pad ar pemp deizh, en deus degemeret ouzhpenn 8 000 gweladenner ha 500 skoliad,
- An nozioù elektro a oa leun gant 5600 den
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](fr) https://web.archive.org/web/20160413070602/http://www.scopitone.org/