Sarkofaj

Ul laour-vaen zo un arched graet e maen ma lakaer war-eeun ur c'horf-marv, hep arched e koad ebet. Da vez e talvez ul laour-vaen eta.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivañ a rae Herodotos, an istorour henc'hresian eus ar Vvet kantved kt JK, e veze benet al laourioù-maen kentañ en ur seurt maen a lakae kig ar c'horfoù-marv a oa enne da vont buanoc'h da get, alese an anv henc'hresianek σαρκοφάγος sarkofágos, eus σάρξ sárks "kig ha φάγομαι fágomai "debriñ".
Al laourioù-maen graet gant maen-raz eus Assus e Troad, anvet lapis Assius e latin, o dije bet ar perzh da lakaat ar c'horfoù lakaet enne da goazhañ, ha dre se e vezent anvet ivez sarkophagos lithos "maen kigdebrer". An holl laourioù-maen graet diwar maen-raz o deus ar perzh-se, muioc'h pe nebeutoc'h, hag er fin e voe implijet an anv-se evit envel an archedoù maen dre vras.
En Henegipt e veze graet gant laourioù-maen evit diwall balzamegennoù an uhelidi, gant meur a arched lakaet e-barzh, an eil en egile. Graet e veze neb ânkh "mestr ar vuhez" eus ul laour-vaen a-seurt-se, hag a arouezie ur skaf, ur vagig, e kredennoù Henegiptiz.
-
Laour-vaen Frederik II, Palermo
-
Aspadennoù eus an Amzer-Gozh en Afrodisias, Turkia
-
Laour-vaen gartajian, Vvet kantved kent JK
