Kaozeal:Sarkofaj
Neuz
E-lec'h "etruskat" em eus lakaet "etrusk": ne lavarer ket "saozat". Bianchi-Bihan 24 Kzu 2007 da 09:26 (UTC)
"Sarkofaj" : ger ijinet ?
[kemmañ ar vammenn]Neblec'h ne gavan *sarkofaj ; unan eus dibaboù Leoniz e seblant bezañ, p'en deus skrivet "egled" evit "erered" ha [https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Revrfouzherezh&diff=next&oldid=1837841 "akt seksuel gant an homoseksueled" e-lec'h "darempredoù heñvelreviat".
An euzhadenn all *sarkofajenn a gaver el lec'hienn Glosbe, hep daveenn.
- Daveennoù
- (fr) SARCOPHAGE
- Vallée 1937 : laour-vez, laour-vaen f. pl. laouriou-bez, laouriou-maen
- Hemon 1985 : geler* 2.
- Le Gléau 1993 : Geler (F.) Ar vrezelourien skeudennet war geler-vaen ar winieg Amendola a zo diarc'hen NOTK. p. 330
- Ménard 2012 : laour-vaen f. laourioù-maen
- Al Liamm 2014 : laour f. -ioù
- (br) LAOUR
- Troude 1876 : s. f. C. Bière, cercueil ; pl. iou. Ce mot paraît être une contraction de laouer.
- Ernault 1927 : f. pl.iou Cercueil, bière
- Hemon 1943 : f. -ioù cercueil
- Hemon 1985 : f. -ioù cercueil
- Al Liamm 2014 : f. -ioù cercueil
- (br) SARKE
- Catholicon 1499 : Sarqueu. ga. sarcueil sepulchre.
- Gwelit Devri
- Deshayes 2003 : (sarqueu 1499) s. m., cercueil, est un emprunt à l'ancien français sarqueu (1083), issu du bas latin sarcophagus.
▶▶ Me 'lakafe Laour-vaen da ditl ar pennad.--2A01:CB08:890E:C600:FDBE:B457:218E:AC49 11 C'hwe 2022 da 08:28 (UTC)
- Laour-vaen eo er pennad Doueed an Olimpos (alc'hwez ar skeudenn gentañ). Ar choler (kaozeal) 13 C'hwe 2022 da 14:53 (UTC)