Sant Rien

Eus Wikipedia

En eskopti Kemper, sant Rien, penitiour. Ne ouzer netra diwar e benn: mesket eo bet ar c'hehelerezh anezhañ gant Sant Adrian, Sant Aodren ha Sant Derrien, dreist-holl abaoe ar XVIIvet kantved. Roud anezhañ a gaver en Dreneg (Leon), Santeg, Trelêvern, Plufur, ar Faoued, Plougastell-Daoulaz...

N'emañ ket ar sant-mañ da vezañ kemeret kennebeut evit sant Riowen, manac'h gant sant Konwoion e Redon, a vez enoret alies dindan anv "Sant Adrian" ivez.