Sant Millán

Eus Wikipedia
Emilianus

Manati San Millán de Yuso
Abad
Ganet c. 473 e La Rioja, Navarra, Spagn
Marvet c. 572 e Spagn
Santual pennañ Manati San Millán de Yuso
San Millán de la Cogolla
Gouel 12 a viz Du
Arouezioù Ur manac'h war ur marc'h
Paeroniezh Spagn


Sant Millán, pe Emiliano, anavezet ivez evel Aemilianus, Aemilian, Millán de la Cogolla pe de la Gogolla, pe Emilian of Cucullatus, a oa ur sant spagnol (473-572).

E La Rioja e oa maesaer a-raok mont da benitiour. En digenvez e tremenas 40 vloaz er menezioù war-dro Burgos. Pa oa 60 vloaz e voe beleget gant eskob Tarazona.

Beleg e voe e parrez Berceo. Ret e voe dezhañ dilezel e garg en abeg d'e garitez dreistmuzul, ha da benitiour ez eas adarre.

Hervez reolenn Urzh Sant Benead e voe diazezet manati San Millán Yuso e San Millán de la Cogolla, al lec'h m'edo e beniti. Ur paeron da Spagn eo.
Poltredet eo bet evel ur manac'h war varc'h o stourm ouzh ar Vaored. Ur banniel hag ur c'hleze a zoug a-wechoù.