Sailly-lez-Cambrai
Neuz
| Kumunioù Bro-C'hall | |
|---|---|
| Anv | Sailly-lez-Cambrai |
| Skoed | |
| Lec'hiadur Sailly-lez-Cambrai en Arondisamant Cambrai | |
| Riez | |
| Rannvro | Hauts-de-France |
| Departamant | Norzh |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Cambrai |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes de l(ouest-Cambrésis |
| Kanton | Cambrai-Kornôg |
| Kod INSEE | 59521 |
| Kod-post | 59554 |
| Maer | Marie-Thérèse Doigneaux |
| Amzer-gefridi | 2008-2014 |
| Gorread | 3,28 km² |
| Led | 50° 11' 33" Norzh |
| Hed | 03° 10' 42" Reter |
| Uhelder kreiz | .. m |
| Uhelder bihanañ | 55 m |
| Uhelder brasañ | 82 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 450 (2011) |
| Stankter | 137 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | |
Sailly-lez-Cambrai a zo ur gumun eus departamant Norzh e Bro-C'hall.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezel-bed kentañ: kemeret e voe Haynecourt, Sailly ha Cantimpré d'ar 26, 27 ha 28 a viz Gwengolo 1918 gant ar 1añ hag an 11vet Rannluioù Kanadian[1].
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An iliz.
- Iliz katolik Saint Aubert, bet savet goude ar Brezel-bed kentañ, bet adkempennet nevez zo.
Bered ar C'hommonwealth: Cantimpre Canadian Cemetery
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 222 | |
| 2 | |
| Hollad | 224 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet e voe gant lu Kanada e dibenn miz Gwengolo 1918. Anvet oa bet Marcoing Line British Cemetery met kemmet e voe an anv ar-lerc'h abalamour d'ar brasañ niver (an holl nemet daou) a vilourion eus Kanada beziet enni[1][2].
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Savet e voe ul labouradeg-sec'hañ sikorea gant Louis Lucas a-raok 1900. E vab Marcel Lucas a gemeras penn an embregerezh e 1905 ha dalc'het e voe da genderc'hiñ sikorea betek 1914. Damzistrujet e voe ar stal e 1918 e dibenn ar Brezel-bed kentañ. Adsavet e voe un drederenn eus ar sec'horegi, a yeas en-dro betek 1927. Savet e voe ar breserdi en hevelep lec'h ha kroget e voe gant birviñ bier e 1923. Brasaet e voe betek kemer plas al labouradeg sikorea. Dalc'het e voe da fardañ bier betek 1970. E 1960 e oa 30 den o labourat er breserdi[3].
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ar maerdi.
| Mare | Anv | Strollad | Karg | |
|---|---|---|---|---|
| Meurzh 1983 | Kerzu 2007 | André Delsaux (marvet e-pad e amzer-gefridi) | ||
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | ||||
| Meurzh 2008 | Meurzh 2014 | Marie-Thérèse Doigneaux | ||
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | ||||
Emdroadur ar boblañs 1793-2011
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 WW1 Cemeteries
- ↑ In Memories
- ↑ Diellaoueg Mérimée
- ↑ Cassini hag EBSSA