Safar, eus Pondi da Zanzibar

Eus Wikipedia

Safar, eus Pondi da Zanzibar zo un teulfilm e brezhoneg savet gant Ronan Hirrien, ur sevener teulfilmoù e brezhoneg, e 2012. Labourat a ra evit Frañs 3 Breizh.

Safar, eus Pondi da Zanzibar zo istor tri den eus Breizh ha pevar den eus Zanzibar. Kaozeal a reont diwar-benn ar sonerezh hengounel. Da-geñver festival Bombardoù ar bed e Klegereg e 2011 e oant en em gavet asambles. Ar vombard hag ar zumari eo an daou venveg pouezusañ en istor.

Zanzibar zo un enezeg war aod Tanzania e Meurvor Indez. Pondi zo ur gêr bras a-walc'h e kreiz Breizh.

Estreget evit ar sonerezh e teu an dud e vro ar re all, evit gweladenniñ hag ober anaoudegezh gant ar vro. Ar Vretoned a zo bet pedet da Zanzibar peogwir e oa bet ar Zanzibariz e Breizh a-raok.