Bronnoù-kranked
| |||
|---|---|---|---|
Sacculina carcini war Liocarcinus holsatus
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Arthropoda | ||
| Kevrennad : | Maxillopoda | ||
| Urzhad : | Kentrogonida | ||
| Kerentiad : | Sacculinidae | ||
| Genad : | Sacculina | ||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar bronnoù-kranked zo kresteneged bihan arvevat ouzh ar c'hranked. Er genad Sacculina int rummataet.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stag int ouzh kof ar c'hrank gant un troad a gas ur rouedad gwrizioù e diabarzh an ostiz a-benn tennañ dioutañ o bevañs.
Stummañ a reont ur yoc'h velen viheñvel etre brusk ha kof ar c'hrank. Er bloc'had-mañ emañ o organoù gouennañ ha servijout a ra ivez da c'hodell c'horiñ. Mont a ra da c'hell-mouk pa vez erru prest al larvennoù da ziglorañ.
Efedoù war an ostiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwanaet eo ar c'hranked hag o c'hresk a c'hell gorrekaat pe paouez. Alies e varvont.
Souezhusoc'h eo efed all ar bronnoù-kranked war o ostiz : ar par-krank a ya da barez ha ledanaat a ra e abdomen.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra ar bronnoù-kranked er meurvor Atlantel, e mor Breizh, e mor an Hanternoz, er mor Baltel hag er mor Kreizdouar.
Spesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz a spesadoù bronnoù-kranked zo. Pep hini anezho zo arvevat ouzh ur spesad kranked roet : Sacculina triangularis a ya war ar c'hrank-saoz da skouer.