Rumpelstilzchen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Rumpelstilzchen, hervez Anne Anderson.
Rumpelstilzchen, hervez Anne Anderson.

Rumpelstilzchen zo unan eus kontadennoù Grimm (KHM 55) e 1812.

Ar gontadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'houer paour a gont e c'hall he merc'h kemmañ ar plouz en aour ouzh o nezañ evel gloan. Ha setu ar roue d'he goulenn. Erru ar plac'h er c'hastell, lakaet eo en ur pezh leun a blouz, gant ur c'harr-nezañ. Ma ne deu ket a-benn da dreiñ ar plouz en aour e vo lakaet d'ar marv.

Ne oar ket ar plac'h penaos en em dennañ eus ar blegenn, met setu ur c'horrigan hag a ginnig nezañ ar plouz en he lec'h, gant ma roy dezhañ un dra bennak en eskemm. Graet al labour, nezet ar plouz, troet anezho en aour, setu ar roue o c'houlenn muioc'h c'hoazh. hag adarre ar c'horrigan, dre ziv wech, da zont da sikour merc'h ar c'houer paour. Goude an trede gwech e ra dezhi prometiñ, evel trugarekadenn, he c'hentañ mab pa vo ganet.

Setu merc'h ar c'houer dimezet d'ar roue, hag ankouaet an emglev ganti. Ha setu ar c'horrigan o tont d'he c'haout, da c'houlenn ar mab dleet dezhañ. Hag ar rouanez da nac'h. Neuze e lavar ar c'horrigan e tremeno hep ar mab kentañ ganet gant ma tivino ar rouanez e anv , dindan tri deiz. En daou zevezh kentañ e kinnig ar rouanez ur regennad anvioù, met n'eus hini anezho a ve mat. D'an trede deiz, setu ur servijer o tont d'he c'haout : klevet en deus ar c'horrigan o kanañ ur ganaouenn ma lare e anv.

En alamaneg e kane:

Heute back ich, morgen brau ich, (hiriv e poazhan, arc'hoazh e vresin)
übermorgen hol ich der Königin ihr Kind; (goude arc'hoazh em boa bugel ar rouanez)
ach, wie gut, dass niemand weiß, (a! pegen brav ne oufe den ebet)
dass ich Rumpelstilzchen heiß! (eo Rumpelstilzchen ez on anvet)

Da noz an trede deiz e teu ar c'horrigan d'he c'haout adarre. Hag ar rouanez da ginnig ur regennad anvioù all. Ha da ziwezhañ: « Rumpelstilzchen. »

Hag ar c'horrigan, droug ennañ, a strak e dreid ken kreñv ma tremen a-dreuz ar plañchod. Ha keloù ebet anezhañ abaoe.

An anv ha yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h prantad ar gontadenn en ur rummad c'hwec'h timbr en amzer Republik Demokratel Alamagn.
  • Tremotino en italianeg,
  • Martinko Klingáč e slovakeg.
  • Rumplestiltskin e saozneg, pe Tom Tit Tot (gant Joseph Jacobs), Whuppity Stoorie e Skos (en oberenn Robert Chambers),
  • Päronskaft e Suis,
  • Joaidane جعيدان en Arabia ,
  • Khlamushka e Rusia,
  • Ruidoquedito e Suamerika,
  • Utz Li Gutz Li עוץ לי גוץ לי en Israel,
  • Pancimanci en Hungaria, e Csodafurulya gant Kolozsvari Grandpierre Emil)
  • Cvilidreta e Kroatia.
  • N'eo ket bet troet e brezhoneg.
  • Doareoù damdost zo e galleg Breizh-Uhel[1]
  • Meur a anv gallek, hervez an troidigezhioù, zo bet roet d'ar c'horrigan alaman: Tracassin, Bibamboulor, Bimbamboulor, Barbichu, Grigrigredinmenufretin, Oustroupistache, Gargouilligouilla, Broumpristoche, Ricouquet, Mirlikovir, Myrmidon, Tom-Tit-Tot, Vircocolire, ha zoken an anv saoznek Rumplestiltskin.

Kentañ meneg eus an anv Rumpelstilzchen a oa e 1577, er Geschichtklitterung, gant Johann Fischart, un azasadur eus Gargantua François Rabelais.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]